Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du
Karaez
22/11/2024
E Lise Diwan Karaez
Kerampuilh
Straed Jean-Sébastien Corvellec
29270 Karaez
Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …
Pred profet gant ar rouedad ha diwallerezh war al lec’h.
Roll labour
9e30 : Kafe degemer
10e : Emvod hollek d’ar mintin
- Keleier ar rouedad : arc'hant, emglev Stad-Rannvro-Diwan, stourmoù, stad an traoù.
- Mellad Kendalc’h Diwan : penaos ‘mañ kont ? Eskemm en-dro da balioù diorren.
- Statudoù ha reolennaoueg diabarzh.
- Kinnig al levrig “Ar voest ostilhoù evit ar gerent nann-brezhonek” kinniget gant Skol Diwan Sant-Brieg.
12e45 : Pred
13e45 : Strolladoù labour
- Kenlabour etre ar renerezhioù hag an AEPoù er c’hentañ derez : ar strollad labour-mañ a zo e bal kejañ war an ostilhoù lakaet e plas er skolioù evit aesaat mont en-dro ar skol ha lakaat war wel ezhommoù an holl gevelerien.
- Perzh ha lod kemeret gant ar gerent en eil derez : ar strollad labour a zo e bal kendivizout war perzh ar gerent, petra zo gortozet (kuzul merañ, kuzul skoazell, ...).
- Ur statud publik azasaet evit Diwan, petra eo hon ezhommoù ? Dalc’h ar statud azasaet a zo deuet en-dro an devezhioù tremenet er c’heleier. Pal ar stal-mañ zo prederiañ war an ezhommoù hag an doareoù da gas anezho da benn.
- Brudañ ha klask familhoù nevez en hor skolioù : da geñver ar stal-labour-mañ e vo lakaet ar gaoz war ar pleustradegoù mat da ober ganto evit a sell ar c’hehentiñ. Rouedadoù sokial, dorioù digor… Peseurt ostilhoù ha darvoudoù a c’hell sikour ac’hanoc’h evit brudañ ho skol ?
15e30 : Rentaoù-kont a-stroll
16e30 : Echu
Kemeret e vo ar frejoù hent e karg gant ma vo leuniet ur fichenn roet d’an deiz-mañ. Gellout ar raio ar frejoù bezañ restaolet pe roet da zDiwan, ar pezh a c’hello degas un digresk war an tailhoù.