Darempred

Degemer > Keleier-coronavirus

Keleier Coronavirus

13/03/2020

Lire cet article en français

An holl skolioù a vo serret adalek dilun.

Ar skolioù, ar skolajoù hag al lise a vo serret adalek al lun 16 a viz Meurzh 2020, ‘pezh a dalv ne vo ket degemeret ar skolidi. Ne zigoro ket ar skolioù a-raok an 11 a viz Mae en deus resisaet ministr an Deskadurezh d'ar 14 a viz Ebrel. Emañ ar servijoù pedagogel ha melestradurel o labourat evit aozañ ar sizhunvezhioù o tont. Kalon vat d’an holl.

> Lenn ar pennad a renabl danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh epidemiezh ar c’hovid-19

Hizivaet d’ar Sadorn 14 a viz Meurzh

Setu ar pezh a skriv rektor akademiezh Roazhon en e lizher bet kaset d’ar skolioù d’an 13 a viz Meurzh goude-merenn : « Evit aesaat mont endro ar servijoù yec’hed a dalo ouzh ur mel labour ac’hann d’an devezhioù a zeu, e ranko servij publik an deskadurezh degemer bugale tud a vicher tachenn ar yec’hed ma ne gavfent den ebet d’ober war o zro ». Kinniget e vo an degemer-se evit :

- Bugale tud a vicher tachenn ar yec’hed renablet gant ar minister (+ bugale labourerien skoazell sokial d'ar vugale, hizivkaet d'an 23 a viz Meurzh ; + adalek an 31 a viz Meurzh, bugale labourerien ar surentez diabarzh, da lâret eo archourien, izili ar polis broadel, pomperien a-vicher, izili ar prefedi ret evit merañ an enkadenn, hizivkaet d'an 30 a viz Meurzh),

- Bugale ar c’hlasoù mamm, kentañ derez ha skolaj. »
 
Dre m’emañ skolioù ha skolajoù Diwan kevrataet gant an Deskadurezh Stad, emaint perzh servij publik an deskadurezh ; emañ ar skolioù er stuzioù se neuze. Talvezout a ra an divizoù-mañ ivez evit akademiezh an Naoned. D’ar familhoù a glot gant an degouez-mañ da vont e darempred gant ar skolioù pe skolajoù.

E frammoù an eil derez, e chom digor sekretouriezhioù ar skolajoù hag al lise. Kroget o deus dija ar skipailhoù pedaogel da dreuzkas d’ar vugale ha d’ar familhoù ar modoù ober evit ma kendalc’ho ar skoliata daoust d’ar skolajoù bezañ serret. 

E Kelenn, ne vo ket kentelioù ken evit ar studierien, al levraoueg avat, a chomo digor.

Kerkent ha dilun, e vo bodet servijoù pedagogel ha melestradurel Diwan evit ober war dro an aozadur da lakaat e pleustr e-keñver ar skoliata, degemer ar vugale n’hall ket bezañ diwallet gant o zud, kiriegezh implijout ar rouedad hag ar frammoù. E-pad ar sizhun ez aio servijoù Diwan e darempred gant ar c’huzulioù Skoazell o doa raktreset abadennoù bras en nevez-amzer (Foar bio Landerne, perzh e gouelioù meur…).

Titouroù pleustrek ha dielloù ofisiel

Kavet e vo amañ urzhiet dielloù ha dornlevrigoù graet dreist-holl evit aesaat labour an dud er skolioù Diwan hag a ra war dro an implijidi. Er rummad "Titouroù Diwan" hon eus bodet ar pezh a soñje deomp e vefe pleustrek d'an AEPoù, diwar danvez kavet gant an DIRECCTEoù ha gant Ministrerezh al Labour dreist-holl. En daou rummad all avat, hon eus adlakaet deoc'h dielloù all a c'hello henchañ o labour. An deiziadoù lakaet a sikouro ac'hanoc'h en ho enklask emichañs.

Gouzout hiroc'h

Muioc’h a ditouroù war al lec’hiennoù da heul :

- Minister an Deskadurezh Stad

- Akademiezh Roazhon

- Akademiezh Naoned

- Direccte Breizh

- Skoazelloù dreist-ordinal evit ar c’hevredigezhioù a c’hopr tud hag evit o gopridi (liamm davet an dileuriad Direccte e pep rannvro melestradurel)

- Conseil national des employeurs d'avenir

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : koronaviruz    kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ