Darempred

Degemer > Les-ecoles-se-devoilent
skol-diwan-roazhon__RLP6763

Ar skolioù lakaet war wel

Koulzad brudañ ar skolioù Diwan ha divyezhek

17/05/2021

Abalamour d’ar govid ne oa ket bet tu da aozañ prantadoù dorioù digor er bloaz-mañ er skolioù divyezhek evel e lec’h all. Kenlabouret en deus Diwan gant div yezh, Divaskell, Mignoned ar Brezhoneg, Kevre Breizh, Ofis publik ar Brezhoneg ha Rannvro Breizh evit ur pezh koulzad brudañ nevez da lakaat ar skolioù divyezhek war wel.

Lire l'article en français

Evit ar wech kentañ emañ an tri rouedad skolioù brezhonek dorn-ha-dorn evit brudañ ar brezhoneg er skolioù. Emañ Ofis Publik ar Brezhoneg o vont da skignañ dafar brudañ er c’humunioù e lec’h e vez da nebeutañ ur c’hlasad divyezhek pe ur skol Diwan. Skignañ a raio ivez ar c’hevredigezhioù lec’hel ar gitonioù brudañ, ar skritelloù hag ar plegfollennoù.

Niverell e vo ar brudadeg ivez dre ar rouedadoù sokial hag al lec’hienn ecole.bzh.

Gerioù-alc'hwez stag : dorejoù digor    distro skol    skolioù divyezhek    enskrivadurioù   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ