Lizher da v/Ministr an Deskadurezh-Stad kensinet gant 21 kannad ha senedour ha gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell Breizh ha Kelennomp !
Kemennadenn gelaouiñ
28/09/2023
Kejet hon doa hor rouedadoù kuzulierez sokial kabined Gabriel Attal d'ar 4 a viz Gwengolo. Ma oa dereat ar selaou, n’eus bet kavet disoc’h fetis ebet evit poent. Ne zouj ket ar Stad c’hoazh d’e engouestloù, en deus sinet gant ar C’hendivizad a-ratozh evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez 2022-2027, d’ar 15 a viz Meurzh 2022, e Roazhon dirak ar C'hentañ Ministr, Jean Castex.
Evel-se, en distro-skol 2023 e stadomp un diouer a gelennerien divyezhek er c’helenn divyezhek biskoazh gwelet, tra ma nac’h ar Stad d’ar gelennerezed stummet war ar brezhoneg ha chomet en akademiezhioù all, kelenn er c’hlasoù divyezhek-se eus Akademiezh Roazhon !
Trugarekaat a reomp holl gannaded ha senedourien, ne vern o liv politikel, o deus asantet kensinañ al lizher-se.
Kerse zo ganimp n’o deus ket bet c’hoant meur a gannad da vont a-du gant an difrae unanet ha treuzpolitikel-se, o c’houlenn ma vo lakaet da dalvezout ur c’hendivizad sinet gant ar Stad hepken, war-lerc’h lezenn an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn ar yezhoù minorelaet Frañs. Ur c’henemglev o ouestlañ d’an nebeutañ aozioù evit mirout an niver a vrezhonegerien.