Nedeleg e brezhoneg
18/12/2020
Oh oh oh... Emañ an tad Nedeleg o tont dizale ! Un digarez brav da zegas un tamm brezhoneg er gêr hag un nebeud mennozhioù da lakaat dindan ar wezenn sapr. Gouelioù mat d’an holl goude bezañ bet un trimiziad e strafuilh betek re !
Goude ar bloavezh diaes evit ar goñversanted e oa bet digoret ar stalioù e penn kentañ miz Kerzu hag un digarez mat eo ar gouelioù evit souten anezho. Petra a vir ouzoc’h mont e brezhoneg ganto goude ar mareoù kenfinet-mañ. Renablet vez gant al lec’hienn Stal.bzh ar goñversanted a implij ar brezhoneg tost ouzh ar gêr hag amañ dindan e kavoc’h kalz a vennozhioù profoù evit degas plijadur (deoc’h) e brezhoneg evel-just !
Mennozhioù a bep seurt
- Boutik Mignoned ar brezhoneg : aze e kavoc’h ur c’hant mennozh profoù eus ar sonerezh, d’ar goodies ha c’hoarioù a-stroll ivez.
- Pe vefe dilhadoù pe kilometroù da brofañ (deoc’h) e c’heller dibab war lec’hienn ar Redadeg, ar redadeg evit ar brezhoneg.
- Krouet gant skol Diwan ar Faou, gouestlet eo deiziadur Diwan 2021 d’ar plantennoù gouez en un doare barzhoniezh ha kavet vez rekipeoù ivez.
- Deiziataer e brezhoneg penn-da-benn nemetañ Skol an Emsav, ar golo anezhañ savet gant Mathieu Le Guern ar bloaz-mañ, kaer eo da welet.
- Ober ur prof d’ur gevredigezh a garit eo ur prof Nedeleg brav-kenañ ivez evit souten anezhi. Lakaet diaes eo ar skolioù Diwan gant an enkadenn hag ezhomm o deus eus ho skoazell ; gellout a reoc’h souten anezho en ur ober ur prof ur wech pe viziek enlinenn.
Levrioù ha kelaouennoù
- Evit reiñ avi lenn kenkoulz d’ar re vihan ha d’ar re vras e kaver mennozhioù war Lenn e brezhoneg ha gellout a reoc’h ivez mont e darempred gant ur skol Diwan pa werzhont levrioù e brezhoneg, peotramant an Ti ar Vro dostañ evit gouzout pelec’h prenañ anezho.
- Perak pas profañ ur c’houmanant d’ur gazetenn pe d’ur gelaouenn ? Kinniget vez gant ar gelaouenn Ya! formulennoù prizioù disheñvel, mui ar gelaouenn Bremañ.
Filmoù ha stiradoù skinwel
- Kentañ lec’hienn video war c’houlenn e brezhoneg eo Breizh VOD. Evit Nedeleg e c’hellit profañ ur gartenn prof evit ur c’houmanant bloaziek.
- Pour les vacances, Brezhoweb vous propose de nombreux dessins animés en breton pour toute la famille, accessibles gratuitement sur le site internet. Evit ar vakañsoù e kavoc’h war Brezhoweb kalz a dresadennoù bev e brezhoneg evit ar familh a-bezh a c’heller sellout evit netra war al lec’hienn internet.
Hag evit ma vo oberiant ar re yaouank tout e-kerzh ar vakañsoù Nedeleg, kavit ivez hor pennad Danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh ar c'henfinañ.
Nedeleg laouen d'an holl !