Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Rener·ez lise

Rener·ez lise

Kinnig labour embannet d'an / ar 19.11.2024

Lec'h : Karaez (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Kerkent ha posubl

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherel BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.

Rener·ez al lise a zo e-karg eus mont en dro al lise war an tachennoù da heul :

  • Pedagogiezh
  • Buhez-skol
  • Melestradur
  • Surentez

D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :

  • Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
  • Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
  • Sevel ha merañ ar budget.
  • Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro.
  • Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe deskadurezh stad pe Diwan.
  • Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h al liseidi (bod ha boued).
  • Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den 

  • Live Bak + 4
  • 5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
  • En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiatear hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
  • Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.

Titouroù all

  • Lec’h labour : Karaez
  • Kevrat : Didermen
  • Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
  • Deiziad kregiñ : An abretañ ar gwellañ
  • Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
  • Statud : Sterniad·ez
  • Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs

Trugarez d’an dud a vefe dedenet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.

Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 06/12/2024.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ