Rener·ez skol kentañ derez (Landreger)
Kinnig labour embannet d'an / ar 07.03.2025
Lec'h : Landreger (22)
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Gwengolo 2025
Deskrivadur ar post-labour
Da geñver raktres digoradur ur skol e Landreger (22), emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.
Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.
Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.
Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ
Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)
5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.
Digor eo ar post-mañ d’an emstrivadurioù en diavez eus Diwan, d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS ».
Resiset eo en notenn-mañ peseurt doareoù enfredañ a vo kinniget deoc’h hervez ho tegouezh.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret