Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Klañvdiour·ez skol

Klañvdiour·ez skol

Kinnig labour embannet d'an / ar 04.04.2024

Lec'h : Karaez (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

2024

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Soursial a ra ar c’hlañvdiou·ez ouzh yec’hed hag hevoud al liseidi (hag ar skolajidi).

Kargoù e frammoù e Lise Diwan Karaez (80% eus ar sizhun).

Posubl eo klokaat al labour gant ar post kinniget e lise Diwan Gwened (20% eus ar sizhun - 1 devezh war al lec'h).

Kargoù e frammoù al lise :

  • Kuzuliañ ar renerezh e-keñver an diarbenn, deskadurezh ar yec’hed, yec’hederezh ha surentez.
  • E liamm gant ar skipailh aozañ ur program diarbenn hag ar c’helaouiñ anezhañ.
  • Kemeret perzh en hentenn AEPA
  • Merañ ar c’hlañvdi (stokoù, dafar, binvioù…)

War an dachenn hiniennel :

  • Degemer, selaou, kuzuliañ hag hentañ al liseidi evit pezh a sell ouzh o yec’hed korf ha spered.
  • Aozañ ar skoazelloù mallus hag ar prederioù. 
  • Heuliañ ar PAI ha louzaouiñ hervez ar c’hemennoù mezeg. 
  • Kelaouiñ ar familhoù hervez an ezhommoù.
  • Azasaat degemer al liseidi nammet pe gloazet. Heuliañ al liseidi gant ezhommoù deskiñ ha desevel ispisial dre raktresoù bet lakaet e plas el lise.

War an dachenn hollek :

  • Bezañ e liamm gant mezeg skol al lise, servijoù an deskadurezh stad hag an ARS.
  • Bezañ prest da gemer perzh ha da aliañ ar skipailh pa c’hoarvez darvoudoù grevus.
  • Hentañ ha kemer perzh en abadennoù diarbenn

war ezhommoù Eil Derez Diwan 

  • Aliañ ha respont a-bell evit ar c’hudennoù yec’hed er skolajoù/liseoù.
  • Gweladennoù ha devezhioù skoazell er skolajoù/liseoù hervez an ezhommoù

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

  • Gouzout : Diplom klañvdiour.ez (DEI) - Brezhoneg dre gomz ha dre skrid

  • Gouzout ober : kenlabourat, aliañ, aozañ, kinnig

  • Gouzout bezañ : evezhiegezh, urzh, sederded

  • Post da bourveziñ e 2024, kerkent ha posubl pe d'an diwezhatañ fin miz Eost 2024


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ