Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Rener·ez skol kentañ derez (Orvez)

Rener·ez skol kentañ derez (Orvez)

Kinnig labour embannet d'an / ar 09.09.2024

Lec'h : Orvez

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Genver 2025

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Da geñver raktres digoradur ur skol e Orvez (44) emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.

Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.

Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.

Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.

Doare den

- Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ ;
- Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)
- 5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.
- Digor eo ar post-mañ d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet “skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS » a zouj d’an divizoù meneget amañ dindan.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

1. Divizoù lakaet da dalvezout evit ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed· titlet Diwan » :
- Post leun amzer da bourveziñ d’ar 1añ a viz Genver 2025 ;
- Ouzhpenn ho kopr evit ho kargoù skolaer·ez hag an emglev lakaet e pleustr evit goproù renerien·ezed ar c’hentañ derez o talvezout e Diwan e vo paeet deoc’h un arc’hopr renerezh bloaziek a 2 599,12 € kriz ;
- Ouzhpenn an adc’hopr-mañ stag ouzh ho kefridi renerezh e vo paeet deoc’h un adc’hopr divoutin digoradur skol a 2 000 € kriz bloaziek.


2. Divizoù lakaet da dalvezout evit ar skolaerien·ezed statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaer· ezed DS »
- Post leun amzer da bourveziañ d’ar 1añ a viz Genver 2025 ;
- Ma vezit dibabet evit ar post hag evit bezañ lakaet war bost e rankoc’h sevel ur goulenn bezañ lakaet e-maez a garg evit un abeg hiniennel ouzh rektorelezh emaoc’h stag outi
- Gwarantet e vo gant Diwan ho kopr war ziazez ho feur tapet a-raok bezañ bet lakaet e-maez a garg ha se betek ma vo kevratet ar skol.
- Ouzhpenn ho kopr evit ho kargoù skolaer·ez hag an emglev lakaet e pleustr evit goproù renerien·ezed ar c’hentañ derez o talvezout e Diwan e vo paeet deoc’h un arc’hopr renerezh bloaziek a 2 599,12 € kriz ;
- Ouzhpenn an adc’hopr-mañ stag ouzh ho kefridi renerezh e vo paeet deoc’h un adc’hopr divoutin digoradur skol a 2 000 € kriz bloaziek.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn