Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Penngasour·ez

Penngasour·ez

Kinnig labour embannet d'an / ar 16.04.2024

Lec'h : Sant Ervlan (44)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

1añ a viz Even 2024

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur penngasour·ez evit ar Skolaj Diwan Liger Atlantel evit an distro-skol 2024-25. Gant ar pal e vefec’h barrek evit an distro e vo ur prantad treuzkas adalek ar 1añ a viz Even gant ar benngasourez a zo hiziv war ar post.

O labourat dindan atebegezh renerezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :

  • Aozañ ha sterniañ buhez skol an ti-skol

  • Buheziñ ar skolaj (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi, surentez, yec’hed, etc)

  • Merañ ar skipailh kasouriezh (sevel an implijoù amzer, merañ amzer labour ar skipailh, kas an titouroù a sell ar goproù, etc)

  • Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù

  • Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

  • Live C1 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet hag skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi,

  • Live Bak + 3

  • Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded

  • Bezañ en e aes evit merañ ur skipailh

  • Plijet gant al labour a-stroll

Titouroù all :

  • CDI leun amzer bloazieket

  • Lec’h labour : Sant Ervlan – Liger Atlantel

  • Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs

  • Gopr : 21 800 € kriz/bloaz + un arc’hopr miziek kriz a sav da 83 €

 

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher en em ginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok ar 6 a viz Mae 2024.

Dalc’het e vo ar bodad tuta d’an 13 a viz Mae e sez ar gevredigezh e Landerne.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ