Pik-nik fest e Terrug evit saveteiñ hon anvioù lec'h brezhonek
10/09/2019
« Distruj memor ur bobl a zo an ober hollveliour en e barr » a embanne Predag Matjevicth, skrivagner ha kelenner war al lennegezh slavek, e levraoueg meur Sarajevo war adsevel d’an 22 a viz Even 2001 e-kerzh an abadenn « Bouillon de culture » gant Bernard Pivot.
Ul lodenn vras eus hor memor pobl a vez treuzkaset deomp dre hon anvioù lec'h. E Breizh evel e lec'h all.
Kalz komunioù o deus graet ul labour a-bouez evit derc'hel hor glad yezhel, sevenadurel hag istorel war-undro, evit reiñ anvioù nevez d'ar straedoù peurgetket. Kalz reoù all, dre ziouiziegezh pe ziegi pa n'eo ket diwar c'houlenn servijoù evel ar Post hag, evit lod moarvat, dre youl da gas da get merkoù anat un identelezh vreizhek, o deus roet anvioù hep liamm gant ar vro, o tiverkañ an anvioù lec'h-se eus memor ar bobl.
Lakaet war evezh gant anvioù chimik un nebeud komunioù nevez-kendeuzet, ar c'henaozadur sevenadurel Kevre Breizh en deus skignet e dibenn 2016 da holl vaered pemp departamant Breizh ur blaketenn o tisplegañ pegen a-bouez ez eo saveteiñ anvioù lec'h Breizh.
Gwarez liested ar yezhoù ha sevenadurioù da ziazez dazont an Denelezh
Kadarnaet he deus ar Frañs Kenemglev an Unesco evit gwareziñ ar glad sevenadurel dizanvez a zo ar yezh ur benveg treuzkas anezhañ. Sinet he deus mellad Karta Europa ar yezhoù rannvro pe vinorezhel a c'houlenn dibab « stummoù henvoazel ha reizh an anvioù lec'h er yezhoù rannvro pe vinorezhel ». Kuzul Europa a erbed dibab « stummoù reizh an anvioù lec'h, diazezet war yezhoù orin pep tiriad, ken bihan e vefe ».
Distruj an anvioù lec'hel a zo kement ha distruj ul levraoueg. Implij anezho evit anvioù an hentoù nevez a zo gwareziñ ar glad-se.
N'eus abeg teknikel ebet da chom hep kemer e kont ar brezhoneg, en e zoare skrivañ anavezet, evit envel an hentoù. Pa vez endalc'hadoù hor planedenn e doujañs d'al liested, an unyezhekadur dindan digarez eeunaat a zo anezhañ ur c'hammed ouzhpenn war-zu ur gevredigezh dizenelaet, troc'het eus an dachenn.
An enkadenn ekologel a ro deomp da c'houzout e tle hon doare bevañ nevez bezañ diazezet war an den araok an teknik hag ar sañset « araokaat » en ur sistem hor c'has d'an distruj. Set ar pezh a c'houlennomp.
Ur giriegezh a-stroll hag ur galv d'ar geodediz
An adreizh tiriadel en deus roet d'ar Rannvro an atebegezh « evit startaat gwarez hec'h identelezh ha kas war-raok ar yezhoù rannvro, o toujañ da anterinded, emrenerezh ha kefridioù an departamantoù hag ar c’homunioù ».
Holl liveoù ar strollegezhioù a zo o c'hiriegezhioù e kont neuze. Dleet eo dezho labourat asambles.
Kalzig strollegezhioù a zo skiant prenet ganto. Aozadurioù evel Ofis publik ar brezhoneg, meret gant ar Rannvro hag ar pemp departamant a zo dija war an dachenn. Keodedourion, kevredigezhioù o deus graet ul labour enklask bamus. Kement-se a rank bezañ lakaet a-stroll.
Hiriv-an-deiz ez eus bet lañset ur c'henstroll evit saveteiñ an anvioù lec'h brezhonek gant skoazell Kevre Breizh. Gervel a ra d'un emgav pik-nik fest kengred war aod Traezh Beleg, e Terrug, ledenez Kraoñ, d’ar 14 a viz Gwengolo da greisteiz evit reiñ skoazell d'al labour kaset war-raok gant ar gevredigezh lec'hel EOST (Etudes Ouvertes Sur Telgruc) ha gortoz a ra bezañ resevet gant ar maer a zo bet goulennet un emwel digantañ.
Ar pal a zo bodañ ha reiñ harp un tamm e pep lec'h e Breizh da emsavioù keodedourion evit lakaat anavezout ha gwareziñ hor glad yezhel, lodenn eus hon identelezh. Unan eus dalc'hadoù ar votadegoù da zont e tlefe bezañ.