Darempred

Degemer > Poent-eo-anavezout-ar-chelenn-dre-soubidigezh
eskolim-emvod-meur-assemblee-generale-mars-2021-bastia_six_presidents_des_reseaux_denseignement_par_immersion

Poent eo anavezout ar c’helenn dre soubidigezh !

Kemennadenn bress Eskolim

30/03/2021

Lire cet article en français

Goulenn a ra Eskolim ouzh ar gannaded·ezed souten penn-da-benn ar c’hinnig lezenn war gwarez gladel ar yezhoù rannvro pa vo studiet d’an 8 a viz Ebrel. Bodet e Bastia eus ar 26 d’an 28 a viz Meurzh e c’houlenn ar c’hwec’h rouedad kelenn dre soubidigezh ouzh ar gannaded·ezed votiñ an destenn kenfurm gant labour ar Senedourien·ezed.

Evit ar wech kentañ abaoe ar IV republik (lezenn Deixonne e 1951) hon eus tro da gaout e Bro-C’hall ul lezenn gouest da ziazezañ ur statud gwareziñ evit hor yezhoù rannvro. Un taol kaer istorel, Emouestlañ a ra a-stroll pe a-unanoù nep piv a zo tost e galon ouzh derc’hel bev ar glad sevenadurel dibar-mañ.

E-touez an araokadennoù pennañ en destenn-mañ emañ anaoudegezh sklaer "ar c’helenn dre soubidigezh e yezhoù rannvro hep noazout d’ar pal anavezout ar galleg”. An hentenn efedusañ eo evit ma c’hello ar vugale bezañ komzerien divyezhek, gouest da gompren, ezteurel ha krouiñ, kenkoulz e yezhoù rannvor hag e galleg hep bezañ noazus na d’an eil na d’eben. N’eo ket ar studiadennoù a vank, re an Deskadurezh stad en o zouez, ha disoc’hoù mat-kenañ evit ar breved hag ar vachelouriezh a ziskouez mat pegen efedus eo an hentenn-mañ.

Kempouez eo an destenn kinniget gant ar Sened, dreist-holl gant ar meneg "pal un anaoudegezh mat eus ar galleg" a ra dave eeun da vellad L121-3 Kod an deskadurezh1, lakaet da dalvezout en hor skolioù p’emaint dindan gevrat kevredigezhel gant ar Stad.   
 
Soñj o deus izili Eskolim eus perzhioù mat ar c’hendivizoù bet da geñver studiadenn an destenn-mañ er Sened. Spi hon eus ne zistroio ket an arguzennoù lezennel a lavare e vefe ar soubidigezh divonreizhel. Evit gwir, ma lenner er Vonreizh eo "ar galleg yezh ar Republik", ar pezh a dalv eo ar galleg ar yezh boutin e Bro-C’hall, n’eus netra meneget gant an Devarnadurezh vonreizhel pe ar C’huzul Stad² diwar-benn divonreizhegezh kelenn ur yezh rannvro hervez pedagogiezh ar soubidigezh yezhel. Ar c’hontrol eo, e 2002 en deus ar C’huzul Stad roet da c’houzout e vefe deuet mat ul lezenn evit reizhekaat ar reol kelenn dre soubidigezh.

Notenn

Da geñver an emvod meur, dalc’het d’ar 27 a viz Meurzh e Biguglia, e oa bet gwiriekaet gant Eskolim emstrivadur ur c’hwec’hvet kevredigezh, Scola Corsa evit kelenn ar c’horseg er skolioù dre soubidigezh ha kevredigezhel. Digoret vo ar skolioù kentañ en distro-skol 2021, e Biguglia hag e Bastia marteze.

 

1 “ La maîtrise de la langue française et la connaissance de deux autres langues font partie des objectifs fondamentaux de l'enseignement.”

2 Décisions n° 91-290 DC du 9 mai 1991, n° 2001-456 DC du 27 décembre 2001, n° 238653 CE du 29 novembre 2002, n° 2004-490 DC du 12 février 2004.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : langue    glad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ