Darempred

Degemer > Projection-en-avant-premiere-du-documentaire-sur-thomas-andre
0_Thomas_Andre_teulfilm

Rakskignadenn an teulfilm diwar-benn Tomaz Andre

23/09/2024

Digwener, 27 a viz Gwengolo, e vo ur rakskignadenn digoust eus teulfilm nevez Ronan Hirrien "Tomaz, Frankiz hag ar mor bras" diwar-benn troioù-kaer Thomas André.

Emgav er Cinéma Les Studios e Brest (136 straed Jean Jaurès) da 8e noz. Dav lakaat e anv : https://my.weezevent.com/avant-premiere-tomaz-frankiz-hag-ar-mor-bras

War al lec'h e vo Thomas André ha Ronan Hirrien evit toullañ kaoz gant ar sellerien.

Skignet e vo war France 3 Breizh d'an 13 a viz Here da 9e55 en abadenn Bali Breizh.

Tomaz zo sot gant ar bageal sport, mont buanoc’h eget ar re all. Ober e vicher eus an dra-se a blijfe dezhañ. 22 vloaz eo, ha bet disoc’hoù brav war vigi lien skañv. Lakaet en deus en e soñj kemer perzh gant e vag Frankiz en e redadenn gentañ war ar mor don en e-unan, ar Mini-Transat, ha goude ma vefe e hini gentañ en deus c’hoant da redek e penn.
Gerioù-alc'hwez stag : Thomas    Andre    Transat   

Skignañ ar pennad-mañ