Roet ez eus bet ton da zDiwan ha d’ar yezhoù rannvro gant Slate.fr
06/12/2019
Kazetenner eo Frédéric Pennel hag arbennigour eo war ar galleg. Skrivet en deus evit al lec’hienn gelaouiñ Slate.fr ur pennad war an deskiñ yezhoù rannvro er skol : « Ha ma teskfe hor bugale brezhoneg evit komz gwelloc’h a-se saozneg ? » En em gavet e oamp gantañ da-geñver ar vanifestadeg « Evit ma vevo hor yezhoù » d’an 30 a viz Du 2019 e Pariz ha displeget en doa deomp dre benaos e oa bet desachet gant an danvez-se.
« Deuet on da vezañ dedennet gant ar yezhoù rannvro goude bezañ graet ma zammig hent din-me : abaoe un toullad bloavezhioù e pledan gant plas ar galleg er bed ha deuet on da gompren e vez atav mestr ar galleg, er broioù ma vez komzet, war ar yezhoù all, unvan ma’z eo penn-da-benn d’ar vro. Bez e weler, e broioù zo, bugale pe krennarded hag a zo dija divyezhek pe teiryezhek ha biskoazh bet e-maez o bro.
« Pa oan o klask gouzout hiroc’h war an dra-se e oan bet o selaou ur brezegenn gant Erik Orsenna hag a lavare o doa ar yezhoù rannvro e bro Frañs un efed pozitivel war an digeriñ spered hag an deskiñ yezhoù all. Bep ma enklaskan war an dachenn-se e welan splann ne c’houlenn netra an empenn nemet bezañ broudet gant meur a yezh, adalek an oad tenerañ dreist-holl. Sklaer eo deuet din n’eo ket peogwir e tesker ur yezh e vez nebeutoc’h a blas evit unan all.
« Gouzout a ran bremañ n’en em glozer ket en ur gumuniezh pa zesker ur yezh rannvro, er c’hontrol, stagañ a reer kreñv ouzh ur yezh ha kement-se ne vir ket a zigeriñ war ar peurrest eus ar bed. Souezhus eo hag an dra-se a gavan brav-eston ha pozitivel-tre. Kerse eo ganin zoken pa’z on bet desavet gant ur yezh hepken. Hervezon eo un teñzor kinnig an divyezhegezh d’ur bugel.
« Ar pennad zo skrivet evit ar pep brasañ hag un tamm dichekadenn zo en titl evit sachañ evezh al lennerien. Ar re-mañ zo pell da anavezout an dra-se ha klasket em eus eilpennañ an doare da welet an traoù : evit prouiñ ne vezer ket bac’het gant ur yezh rannvro hag ez eo, er c’hontrol, un digoradur. Ur gwir ziskuliadenn eo. »
> Lenn ar pennad « Ha ma teskfe hor bugale brezhoneg evit komz gwelloc’h a-se saozneg ? »