Darempred

Degemer > Roit-lans-dar-wagenn-grit-ur-prof-da-diwan
koulzad_profou_2021_Sans_titre

Roit lañs d’ar wagenn, grit ur prof da zDiwan !

#GwagennDiwan

30/11/2021

Lire cet article en français

Setu lañset ur c’houlzad kehentiñ gant ar rouedad Diwan graet gant hag evit ar skolidi bet e Diwan, gervel a ra an dud da ober profoù evit dazont ar skolioù :

“Ac’hanta ! Soñj peus deus Diwan ? Oa ket pell ‘zo ha padal… Hent hon eus graet abaoe ! Pellaet out deus Diwan, hogen ar skolioù, ar skolajoù, al liseoù a gendalc’h da zegemer bugale ha krennarded evit pourchas dezho un doare dibar da zeskiñ ha da greskiñ !" 

Perak ar skolidi bet e Diwan ?

Krouerien ha krouerezed ar skolioù Diwan a zo bremañ o tostaat deus o leve. An dreist-harozed-mañ o deus kredet da vat en o raktres. Ouzhpenn 40 vloaz war-lerc’h, eo tro ar re yaouank stabilaat dazont ar skolioù en desped d’an dud a soñj dezho ez eo gwelloc’h komz ur yezh nemetken.

Emañ an darn vrasañ eus ar skolidi bet e Diwan o labourat hiviziken. Emañ un nebeud anezho er rouedad (gopridi, tud ar skolidi…) met kalz anezho a zo pell diouzh Diwan bremañ. Hiziv e kinnigomp dezho reiñ lañs d’ar wagenn en-dro :

“Ne peus ket a vugale ? Bevañ a rez pell deus Breizh ? Ne welez ket re penaos e c’hellfes kemer perzh en-dro ? Ur mennozh hon eus !"

Penaos sikour ?

Sikouret eo ar skolioù Diwan gant ar rannvro, an departamantoù, an tiez-kêr, met gouzout a rez mat n’eo ket a-walc’h ! Rankout a ra Diwan kavout arc’hant e lec’h all evit paeañ ar c’hargoù ha kenderc’hel da greskiñ. Chom a ra un doare all ha n’eo ket ken anavezet : ar roadennoù.

“N’eus ket anv e rofes an hanter deus ar pezh ar c’hounezez, evel-just ! Evel ma ouezez mat, tamm-ha-tamm e vo graet e vragou da zDiwan, ha mallus eo d’ar re yaouank lakaat e pleustr an dro-lavar-mañ !

Bep miz ez eus tu reiñ en un doare reoliek ha simpl ur sammad bihan hag a teuio da vagañ ha da reiñ nerzh da wagenn ar skolioù Diwan.

Profoù, evit ober petra ?

A-drugarez d’ar profoù e c’hello Diwan derc’hel padus implijoù, diorren ar rouedad skolioù ha suraat dazont ar brezhoneg.

"En ur ober ur prof da zDiwan, dont a rez da vezañ maeronez pe paeron ar 4000 bugel ! Trugarez vras dit !

Gellout a ra degas ar profoù roet da z-Diwan, kevredigezh a laz hollek lezenn 1901, un distaol war an tailhoù a sav da 66% eus sammad ar prof evit an hiniennoù ha 60 % evit an embregerezhioù, gant ma n’ez aio ket en tu all da 20% eus ho tailhoù bloaziek.

Deomp da heul krouerien Diwan hag en em stardomp holl en-dro da dazont ar brezhoneg !

"Kontañ a reomp warnoc’h !"

> Klikit amañ evit ober ur prof !

 

Gerioù-alc'hwez stag : dons    argent    langue bretonne   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ