Darempred

Degemer > Skolaj-diwan-gwiseni-lun-27-a-viz-du-devezh-an-addigoradur
gwiseni-addigoradur-reouverture-tempete-2023_IMG-20231127-WA0015

Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur

Kemenadenn bress

01/12/2023

Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ en-dro ar skolaj d”al Lun 27 a viz Du a-drugarez d’un emsavadeg kreñv.

Trugarekaat a ra ar rouedad Diwan an holl re o deus harpet ar skolaj e-kerzh an 3 sizhunvezh-mañ :

  • An dud a-youl vat, kerent, skolajidi, skipailh pedagogiezh hag annezidi ar gumun o deus savetaet ar pezh a c’helle bezañ kerkent hag an devezhioù war-lerc’h ar gorvetenn hag o deus graet o seizh gwellañ an dibenn-sizhun tremenet evit kempenn ar salioù klas,

  • Kumun Wiseni pa o deus prestet deomp salioù an atalieroù harp ouzh ar skolaj,

  • Skolioù Diwan ar c’horn-bro ma ‘z eo bet degemeret ar skolajidi e-kerzh ar prantad-mañ,

  • Ar brofourien ha profourezed o deus lakaet arc’hant er pod-espern digoret evit gellout arc’hantañ al labourioù adlojañ.

Ur ger ivez evit saludiñ an holl re a zo deuet e darempred ganeomp pe o deus kinniget diskoulmoù : kumunioù ha renerien·ezed skol an trowardroioù, kuzul departamant Penn-ar-Bed, kannaded·ezed, ar rektordi…

Ra vezo trugarekaet a-greiz kalon an holl re o deus sikouret ac'hanomp e-pad ar prantad-mañ.

Ret eo menegiñ avat n’eo ket deuet Prefeti Penn-ar-Bed tamm ebet war-dro abaoe ar gorventenn Ciarán. Ne seblant ket bezañ nec’het pa serr ur skolaj nag gant goulennoù Diwan war ar forfedoù skol. Mantret omp gant ken nebeut a zoujañs na gomprenomp ket hag a zo dizoujus evit re yaouank Penn-ar-Bed, o c’herent hag ar skipailhoù pedagogiezh ha d’ar brezhoneg dre vras.

An addigoradur dilun n’eo nemet an tennad kentañ a-raok gellout en em staliañ da vat e savadurioù ar skolaj. Ballinet eo bet an doenn dija ha krog eo disec’hadur ar savadurioù. Spi hon eus gellout implijout rez-an-douar a-benn un nebeud sizhunvezhioù tra ma vo labourioù brasoc’h avat da ober evit kempenn an estaj.

Pa vo deuet an amzer vrav en-dro e vo aozet un darvoud plijus evit trugarekaat an holl re o deus roet o lod evit hor skolaj hag evit ar brezhoneg.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ