Darempred

Degemer > Un-distro-2023-gant-an-niver-a-vugale-stabil
distro-skol-rentree-2023_Rentree_2023

Un distro 2023 gant an niver a vugale stabil

Kemennadenn gelaouiñ distro skol

15/09/2023

Tra m’emañ an niver a skolidi o tigreskiñ e akademiezh Roazhon e chom an niver a vugale stabil er rouedad Diwan d’an distro-skol 2023 (ouzhpenn 4 000 skoliad·ez war ar 5 departamant*). Peadra neuze da vezañ laouen. Kenderc’hel a ra an niver a vugale er skol-vamm da greskiñ evel er c’hentañ en Il-ha-Gwilen hag e Liger-Atlantel.

A-hend-all, laouenaet omp gant dilojamant skol Diwan Savenneg war kumun Prevenkel e-barzh savadurioù o klotañ gwelloc’h gant an ezhommoù. Spi hon eus bremañ e vo kevratet ar skol kerkent ha ma vo posupl.

Un digresk bihan a zo en eil derez d’an distro-skol. Adreizhadur Blanquer al liseoù a zo kaoz eus se evit ul lodenn hag ar c’hwezadur moarvat ivez. Dale zo ivez gant ar feurmerien bublik evit kinnig labourioù nevesadur energetek war ar savadurioù ha dreist-holl war skolajoù zo, ar pezh a laka diaes anezho e-keñver an arc’hant.

Daoust da se e kendalc’h lise Gwened da wriziennañ er vro ha lise Karaez da nevesaat ar savadurioù pa vo digoret en-dro e miz Gwengolo ur c’hostez savadur kempennet penn-da-benn.

Hiziv an deiz ez eus un nebeud raktresoù skol war ar stern hag e lakao ar rouedad e pleustr ar bloaz-mañ ostilhoù harpañ teknik evit ar skolioù a zo anezho dija, ar pezh a zegaso energiezh d’an diorren.

Evit diorren ar rouedad e rankomp implijout doareoù da aesaat digoradurioù skolioù nevez a gavfemp meneget er c’henemglev a-ziforc’h Stad-Rannvro-Diwan met evit poent n’eo ket degemerus kinnigoù ar Rektordi.

D’an ampoent ma ‘z eo an distro-skol 2023 ar gwashañ hini abaoe bloavezhioù evit ar c’helenn e brezhoneg ha ma nac’h ar Stad lakaat da dalvezout ar c’henemglev sinet gant Rannvro Breizh e 2021 emaomp o paouez gouzout e kendalc’h an enebiezh ouzh ar brezhoneg dre ma ‘z eo bet nac’het c’hoazh an anv-bihan Fañch, gant prokulor Republik An Oriant ar wech-mañ.

Diskouez a ra an darvoud-mañ ur wech ouzhpenn e ranker reizhañ mellad 2 ar vonreizh evit anavezout sklaer ar yezhoù anvet yezhoù rannvro evit ma c’hellint diorren en un doare reizh.

Souten a ra Diwan penn-da-benn ar familh droukziforc’het hag en he c’hichen e vo da goulz ar stourmoù da zont evit ma vo doujet d’o mab ha d’ar brezhoneg.

*Sifroù

Niver a vugale er c'hentañ derez (skol-vamm ha skol-gentañ) : 2780

Niver a vugale en eil derez (skolajoù ha liseoù) : 1234

Niver hollek : 4014

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ