Ur c’houlennaoueg d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù : disoc’hoù a-raok an dro gentañ
Kemennadenn ar strollad broadel Evit Ma Vevo Hor Yezhoù
09/06/2022
Evel m’en doa graet da geñver ar c’houlzad prezidantelezh en deus kaset ar strollad Evit Ma vevo Hor Yezhoù ur c’houlennaoueg enlinenn d’an dud war ar renk evit mont da gannaded. Ar pal eo anavezout petra emaint e soñj ober evit diorren yezhoù an tiriadoù hag ar rannvroioù.
Evit pezh a sell ouzh Breizh eo bet kaset ar c’houlennaoueg d’an dud war ar renk gant un nebeud kevredigezhioù izili eus ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù (Diwan, Kelennomp, Kevre Breizh) mui ar strollad Ai'ta!.
En un doare fetis ez eus bet savet 7 goulenn gant ar strollad. Evit pep hini anezho e c’hell an dud war ar renk resisaat o respont gant un evezhiadenn. Ar seizh goulenn-mañ a sell ouzh : kemm ar vonreizh, ar c’helc’h-lizher war ar c’helenn dre soubidigezh, an araezioù evit ar c’helenn, implij yezhoù an tiriadoù er vuhez foran hag o c’henofisielded, karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet hag ar sevenadur.
Divizet en deus ar strollad atersiñ da gentañ an dud war ar renk en tiriadoù ma vez komzet ur yezh tiriadel. En holl ez eus bet kaset 900 goulennaoueg hag hon eus bet 219 respont betek hen. N’eo ket bet kaset ar c’houlennaoueg d’an dud war ar renk e anv strolladoù eus an tu-dehoù pellañ pa ez eo digenglotus penn-da-benn raktres kevredigezh a ginnigont gant liesseurted liesseurted ar yezhoù hag ar sevenadurioù difennet gant ar Strollad Evit ma Vevo Hor Yezhoù.
An holl respontoù degemeret ez eus tu lenn war ar gartenn enlinenn amañ !