Darempred

Degemer > Ur-sizhunvezh-war-an-diarbenn-a-enep-an-droukziforchaduriou-hag-ar-feulster-skolaj-diwan
diarbenn-skolaj-releg-discriminations_20221118_110652

Ur sizhunvezh war an diarbenn a-enep an droukziforc'hadurioù hag ar feulster

Skolaj Diwan Ar Releg

31/01/2023

Lire cet article en français

E miz Du 2022 e oa bet aozet e Skolaj Penn-ar-Bed ur sizhunvezh "Diarbenn an droukziforc’hadurioù hag ar feulsterioù". Kemeret o deus ar skolajidi perzh e stalioù war an digevatalderioù hag an droukziforc’hañ tro-dro d’an nammded, d’ar reizh, d’ar  stereotipoù, d’ar yezhoù… Met ivez e abadennoù sport ha sevenadurel.

Da gentañ e oa bet eskemmoù etre Brendan Simon, penngasour ar skolaj ha dileuriadezed eus ar gevredigezh Joa a oa deuet warlene evit kinnig ur stal er skolaj. Plijet e oant bet kement ma o doa lavaret izili ar gevredigezh e vefent kontant da aozañ ur “colo” war ur sizhunvezh er skolaj. Krouet eo bet ar gevredigezh Joa 5 bloaz zo evit kinnig stalioù-labour dizarbenn e brezhoneg er skolioù, skolajoù ha liseoù. Lakaet vez ar gaoz war an droukziforc’hadurioù, ar feulster, ar reizh, ar gaezouregezh… "E penn kentañ e komzemp eus ar sujedoù-mañ ha c’hoant hon eus bet ouzhpennañ sujedoù all. Prederiet hon eus un tamm c’hoazh betek mont war ur sizhun gwall sammet” a zispleg Brendan.

Perak ez eo ken pouezus aozañ se er skolaj ?

"Sujedoù pouezus-kenañ da lakaat war-wel er skolaj met er gevredigezh a-bezh ivez. Un tammig e pep lec’h e kavomp droukziforc’hadurioù ha sur eo e talo ar skolajidi outo e-kerzh o buhez” eme Brendan Simon, penngasour ar skolaj. “ N’eo ket pal ar sizhun-mañ treuzkas mennozhioù met kentoc’h lakaat ar skolajidi da brederiañ hag ober o soñj o-unan war se. Kuzhat an traoù, lakaat se da draoù difennet, ne sikour ket ar grennarded d’en em zispakañ ha kreskiñ. Erru ur poent bennak, ret eo komz sklaer eus ar sujedoù-mañ. Ma ne lakaomp ket se war-wel ez aio ar grennarded da glask respontoù pelloc’h (internet dreist-holl) ha ne gloto ket ar c’hemennadennoù gant o oad bepred."

Ur programm pinvidik ha liesseurt

Piaouet eo bet ar sujedoù-mañ gant ar gelennerien hag ar gasourien ivez. Neuze ez eus bet kinniget kentelioù o tennañ da dem ar sizhun : anavezout ar sportoù azasaet, droukziforc’hadurioù ar yezhoù, gouennelerezh. Bez ez eus bet ivez beilhadegoù hag abadennoù diouzh an noz ivez evit diabarzhidi ar skolaj : nozvezhioù traoù tabou, "drag show", abadennoù lenn el levraoueg, boestoù goulennoù. Deuet eo tud eus an diavaez evit pinvidikaat programm ar sizhun : Erwan Conq, skolajiad kozh paket gant ar viopatiezh (kleñved genetek rouez), war gador ruilh abaoe e vugaleaj ha deuet da vezañ kampion Bro-C’hall mell-droad war gador-ruilh. Kejet en deus gant un nebeud strolladoù skolajidi evit displegañ dezho petra eo bevañ gant un namm. Ur gwir gentel bevañ evit ar skolajidi war al lec’h. Deuet eo Philippe Blanchet ivez, skrivagner al levr "Talañ ouzh ar glotofobiezh", evit komz war an droukziforc’hadurioù diazezet war ar yezh : ur sujed hag en deus dedennet ar skolajidi dre ma reont gant ur yezh vinorelezet.

Stummañ ar skipailhoù war an diarbenn

Gellet o deus ar gasourien heuliañ un hanter-devezh stummadur kinniget gant ar gevredigezh Joa evit deskiñ penaos degemer trivliadoù ha kuzhutadennoù ar skolajidi : "Desket hon eus dibab ar gerioù a zere hag azasaat hor prezegenn a-dal d’ar skolajidi" eme Erwan Corlouer, kasour er skolaj. "Buhez trivliadel ha revel ar grennarded a c’hell bezañ poanius ivez e degouezhioù zo" a zispleg Loeiza ha Maëlle, izili Joa. “Pouezus eo mestroniañ ar sujed evit komz eus se gant ar re yaouank”.

"Ne gavomp ket bepred an den a zere evit komz eus seurt traoù” a lavar Brendan Simon. "Ha pa ne savont ket goulennoù e tesk ar skolajidi traoù en ur selaou an eil ouzh ar re all hag aesoc’h eo da gaozeal da c’houde. Ar pal eo terriñ an "tabou" ha skarzhañ ar vezh a c’hellfemp kaout pa reer anv eus ur sujed resis."

Savet ez eus bet ul liamm a fiziañs etre ar skolajidi hag ar berzhidi. E fin ar sizhun e oa anat d’an holl eo pouezus komz eus ar sujedoù-mañ. Pozitivel e oa bet kenkoulz evit ar re yaouank hag evit ar skipailhoù, hag evit ar familhoù zoken. A-dra sur e vo aozet ur sizhun all evel se. Gourc’hemennoù ha trugarez d’an holl berzhidi, dreist-holl da zileuriadezed ar gevredigezh Joa.

Un abadenn ispisial war ar sujed-mañ a zo bet enrollet er skolaj ha signet d’an 18/11/2022 war Frañs Bleu Breizh Izel, kit da selaou ‘ta !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ