Darempred

Degemer > Stad-mallus-ar-brezhoneg
manifestadeg-eil-derez-20.02.2021-brest_152527975_3981138095251391_6322005747625883067_o

Stad mallus ar brezhoneg !

Kemennadenn a-berzh Unanet evit ar Brezhoneg

17/12/2021

Lire cet article en français

Kelc'hlizher Ministerezh an Deskadurezh Stad diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro, diviz war heñchañ ar budjed gant ar Rannvro da "greñvaat ar strivoù evit yezhoù Breizh", emglev Stad-Rannvro : degouezhioù krennus a-benn an daou viz a zeu e-keñver stad mallus ar brezhoneg !

E-giz m’en doa kemennet ar c’hentañ ministr d’ar 15 a viz Gwengolo kent, goude mennad disfiz diouzh al lezenn Molac dirak kuzul ar vonreizh e oa bet embannet diriaou er Gazetenn Ofisiel ur c’helc’hlizher nevez diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro e Bro Frañs, goude ul labour a-stroll etre Ministrerezh an deskadurezh stad, an ofisoù publik ar yezhoù rannvro, rouedad ar skolioù dre soubidigezh e yezhoù rannvro ha kevread ar rouedadoù kelenn divyezhek publik.

Diwar-se e vo degemeret ar c’helenn dre soubidigezh evel m’emañ e Diwan hag e vo kadarnaet an doare da gelenn dre soubidigezh er skolioù publik, ar pezh vez graet dija e skolioù zo, er skol-vamm dreist-holl. Un diviz all embannet gant Jean Castex a zeuio da wir hep dale gant krouidigezh un aozadur prederiañ peurbad war ar yezhoù rannvro dindan gwarez ar c’hentañ ministr.

Ha pa vefe un araokadenn ar c’helc’hlizher-mañ o suraat ar c’helenn dre soubidigezh, ne vo ket a-walc’h da ziskoulmañ tout an diaesterioù a zo evit kelenn ar brezhoneg ha, dreist pep tra, reiñ lañs d’he c’helenn da vat. Ar grafik da heul bet embannet gant Ofis publik ar brezhoneg met ivez an danevell ziwezhañ (sifroù distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2021) a lak war-wel emañ kelenn ar brezhoneg en ur stad fall (ha gant-se dazont ar yezh) pa geñverier gant ar rannvroioù all e Frañs.

Pa oa bet breutaet ar budjed gant ar Rannvro, d’ar 16 a viz Kerzu, o erbediñ « kreñvaat ar strivoù evit ar brezhoneg » e c’hortozomp ivez gant ar c’huzul Rannvro nevez ur gwir steuñv mallus evit ar brezhoneg war mod ar steuñv “Marshall” diwar an emglev-stur etre listenn Loïg Chesnais-Girard hag hini Daniel Cueff.

An araezioù arc’hantaouiñ a zle bezañ ivez evit ma vo tizhet an dalc’h evit dazont ar brezhoneg. Ret-holl eo evit diorren he c’helenn d’an holl vretoned yaouank, dre ar c’helenn divyezhek pe dre ar c’helenn war ar prantad skol e stern mennad 7 al lezenn Molac.

An arc’hant gouestlet da yezhoù ar vro a zo par da 0,5% hepken eus budjed ar rannvro hiziv. An disterañ tra a vefe kas en un doare pazennek ha buan da 1% eus ar budjed. Evit 2022 ez eus ezhomm eus un debarzhadur ouzhpenn a 4M€ da nebeutañ evit adtapout an dale a zo abaoe bloavezhioù.

Ar stad ivez a rank kemer e lod buan. Poentoù zo n’emaint ket e-barzh ar c’helc’hlizher hag a vo divizet diouzh imor ar rektordioù dre an emglevioù Stad-Rannvro. Dav eo resisaat mat eno an araezioù doareadel ha kementadel a vo lakaet e pleustr evit tizhout ar palioù, en ur ledanaat ar c’helenn divyezhek hag en ur ziorren an holl hentennoù treuzkas.

Degas a reomp da soñj ne vo stabilet an niver a vrezhonegerien nemet gant ar pal a 50 000 skoliad divyezhek er vro. Gouzout a reomp ez eus bet kaset d’ar stad kinnigoù a-zoare gant Kuzul ar Rannvro evit ma vo tizhet ar palioù-se : tuta ha stummañ kelennerien, diorren ar skolioù divyezhek a zo ha digeriñ skolioù ouzhpenn.

Gortoz a reomp gant ar stad, ha neuze gant ar rektordi e Breizh ma vo lakaet e pleustr kinnigoù ar Rannvro. N’omp ket evit asantiñ disfiz pe diskont a-zivout ar c’hinnigoù-se a rofe an tu da virout hor glad boutin en arvar, da lavaret eo ar brezhoneg.

Keñveriadur feur ar c’helenn divyezhek evit ar brezhoneg hag ar yezhoù all er c’hentañ derez

A-berzh : Ofis publik ar brezhoneg

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : convention état région    langue bretonne   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ