Anna Quéré - Le Télégramme - Le 25/10/19
Krouet en deus Jil Killevere, pennkasour e lise Karaez, ar strollad Staoterien glifosat en-desped dezho e Breizh. Al Leonad, falc’her parkeier OGK, zo ur stourmer « pennok ».
War e oto ez eus bet peget pegsunioù a bep seurt. Evel-se emañ an den, stourmer war pep tachenn. E miz Genver en deus Jil Killevere savet ar gevredigezh PIG bzh. « Ar pal eo dougen klemm diwar ar fed m’eo bet kontammet koulz an holl gant ar glifosat », a zispleg an den. Evit prouiñ an dra-se o deus strolladoù tud asantet staotañ dirak un urzhier, evit ma vefe dielfennet ar glifosat en o staot. Krog e oa an afer-se en Ariège a-raok bezañ lañset e Breizh. Rak ouzhpenn bezañ « staoter glifosat en desped dezhañ », eo Jil falc’her parkeier OGK abaoe 2003. Kenderc’hel a ra d’en ober, pa ‘n dez digarez da vont da bourmen e kreisteiz bro Frañs, e-lec’h m’en deus bevet e-pad ur pennad amzer. « E pep lec’h ma z eus ur falc’hadeg e klaskan mont, emezañ en ur vousc’hoarzhin. Peurliesañ e vezomp etre 100 ha 150 falc’her. »