Skol Diwan Gwenrann
7 plasenn / place Sénéchal
Gwenrann / Guérande 44350
02 53 19 19 81
ecole[at]diwan-gwenrann.org
http://www.diwan-gwenrann.org/
Skol Diwan Gwenrann
Ma'z eus ur skol gant un istor divoaz penn-da-benn eo Skol Diwan Gwenrann.
Skol Diwan Gwenrann
Degemer Bugaligoù Gwenrann
Savet e oa bet gant daou zen nemetken ! En deroù e kave da rouedad Diwan e oa un tammig re dost skol Diwan Gwenrann diouzh hini Sant-Nazer, da lavaret eo 25 km, ne oant ket gwall a-du evit digeriñ ur skol eno. Daoust da se e oa bet digoret ar skol e Gwenrann e miz Genver 1997 dindan un anv all «Degemer bugaligoù Gwenrann» ! Hag emañ ar banell a-us d'ar skol atav. C'hwec'h miz goude e oa deut da vezañ «Skol Diwan Gwenrann», gant ar mennet ma oa an diazezourien. Un dra dibar all eo ma vez feurmet savadurioù ar Genseurtiezh Laik evit ober ar skol, savadurioù a oa bet nevesaet gant sikour Christophe Priou a zo bet kannad ha maer Gwennrann. N'eus kuzul skoazell ebet ken e Gwenrann. Al labour dastum arc'hant a vez graet gant tud Kevredigezh an deskadurezh Pobl (KDP). Aozet e vez ur foar bitrakoù e-pad an hañv. Ur preti a vez dalc'het ivez e gouel ar grennamzer, an holl gwisket mod an amzer-se ha krampouezh a vez fardet a-hed ar bloaz. Amañ e Gwenrann, e dibenn pep bloavezh-skol en em gav an holl tadoù ha mammoù ha bugale evit ur gouel evito o-unan !
E fin ar skol, ar vugale a c'hello mont da studiañ e Skolaj Diwan Gwened.