Darempred

Degemer > Forum-de-lorientation-2025
forom_henchan_2024_20240328_143857

Forom an Henchañ 2025

04/02/2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Foromoù an henchañ evit tredeidi skolajoù Diwan.

  • D’ar Yaou 13 a viz Meurzh 2025 e skolaj-lise Gwened

  • D’ar Yaou 20 a viz Meurzh 2025 e kastell Kerampuilh e Karaez

Ar bloaz mañ, an aozadur a zo kenurzhiet gant Aline Folgalvez, renerez skolaj Diwan Gwiseni.

Eskemmoù gant studierien war al lec'h

Pediñ a reomp studierien ha tud nevez implijet, brezhonegerien, gouest da zisplegañ o studioù da skolajidi 3de klas.

Tri rummad a vo :

  • Rummad hollek : Bak hollek, Prépa, skol-veur...

  • Rummad teknologiezh : Bak teknologiezh, BTS, IUT...

  • Rummad micher : Bak micher, deskardiezh...

Lakaet 'vo ar studierien hag an dud nevez implijet  da gomz diwar-benn ar studioù heuliet ganto : mod ar c'hentelioù, lusk ar sizhun, labour hiniennel, padelezh ar studioù, koust ar studioù, diaesterioù, perzhioù dibar...

Goulennoù vo savet gant ar skolajidi.

Laouen bras 'vefemp o tegemer ac'hanoc'h e Forom Diwan an heñchañ (Gwened pe Karaez) etre 1e15 goude merenn ha 4e30.  

Restaolet 'vo deoc’h ho frejoù hent.

Ma ‘z oc’h laouen da gemer perzh e Gwened ha/pe e Karaez, trugarez da skrivañ da eil.derez@diwan.bzh a-raok an 28 a viz C'hwevrer 2025.

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ