Darempred

Degemer > Mobilisation-le-17-mai-2025-a-rennes
2025-05-17_Galv_Diwan

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

14/04/2025

Un nebeud devezhioù ‘zo hor boa klevet e oa bet digresket kalz an niver a gevratoù skoazellet, a vez koulskoude ret evit ma yafe en-dro mat hor skolioù. An degouezh-se a laka ac’hanomp da soñjal en-dro e enkadenn 2017, ur mare stourm kalet evidomp. Gant kement-se e oa bet moaien deomp da dapout araokadennoù lezennel, dreist-holl al lezenn Molac, a lakaa ar skolioù da suraat  an doareoù da zerc'hel gant labour an implijidi a labour eno.

Pa ro ar muzulioù-se an tu deomp da vont war-zu ar pal-se, n’int ken efedus kar kumunioù ‘zo a chom hep paeañ an treziad-skol (war-dro 250 000 € a vank bloaziek c'hoazh betek-henn), hag abalamour da efedoù ar c'hwezadur er bloavezhioù diwezhañ. Er c’heñver-se e vez lakaet e pleustr gant ar Stad ur politikerezh strishaat digent, a denn d’an holl implijerien a ra gant kevratoù skoazellet, Diwan en o zouez.

Diskouez a ra an degouezh-se pegen bresk eo ar rouedad Diwan hag  an ezhomm da reiñ ur statud ispisial d’ar c’helenn kevredigezhel dre soubidigezh ha laik e yezhoù rannvroel, ar pezh a rofe tu dezhañ da badout ha da suraat e roll diazez e treuzkas ar yezhoù-se.

En tu all d’an degouezh resis-mañ emaomp dirak ur maread nec’hus dreist-holl evit yezh ha sevenadur Breizh, merket gant un digresk er moaienoù roet : disoc’hoù ar studiadenn sokioyezhoniel a verk digresk an niver a vrezhonegerien·ezed, stad lise Diwan e Karaez, serriñ Amzer Nevez, skoazelloù war zigresk gant ar strollegezhioù lec’hel, pe c’hoazh tennet gant strollegezhioù ‘zo evel reoù Broioù al Liger, sikourioù Ministrerezh an Deskadurezh Broadel a chom hep kreskiñ, diaesterioù Sonerion ha Dastum, nann doujañs an emglev Stad-rannvro…

An degouezhioù hag an disoc'hoù spontus-se a c'houlenn ur respont digant ar gevredigezh sivil hag ar galloudoù foran.

Setu perak e c’halvomp holl izili ha mignoned·ezed Diwan d’en em vodañ e Roazhon d’ar 17 a viz Mae da 2 eur g.m.

Gerioù-alc'hwez stag : manifestadeg   

Skignañ ar pennad-mañ