Darempred

Degemer > Offres d'emplois > ASEM (Kastellin)

ASEM (Kastellin)

Kinnig labour embannet d'an / ar 07.07.2024

Lec'h : Kastellin

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh

27 août 2024

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ AEP Skol Diwan Kastellin o klask 1 bost skoazeller.ez skol-vamm evit an distro-skol 2024-2025.

Kefridi

Skoazellañ a reoc'h ar skolaerez da gas al labour pemdeziek en ur c'hlasad skol-vamm.

Degemer a reoc'h ar vugale war an amzer troskol (diwallerezh diouzh ar mintin pe goude ar skol)

Asambles gant an eil skoazeller.ez e reoc'h war-dro ar vugale da vare ar predoù er c'hantin.

Diwall a reoc'h ar vugale war ar porzh ha da vare an ermaeziadennoù skol.

Ober a reoc’h war-dro ar c’hempenn ha dilouezañ ar salioù.

Kevrat

23 eur ar sizhun gant ur Parcours Emploi Compétences (da c'houlenn gant Pol Implij hag-eñ oc'h dilennabl). 11e30-19e30. SMIC. Post da bourveziñ d'an 27 a viz Eost 2024.

Trugarez da gas ho CV hag ul lizher en em ginnig da a ep.prezidant@diwankastellin.bzh pe da Skol Diwan Kastellin 23 Grand Rue 29150 KASTELLIN

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Brezhoneger.ez

Darempredoù aes gant an dud ha spered stroll.

Skiant-prenet micherel o labourat gant ar vugale deuet mat.

Skiant-prenet micherel war tachenn ar c’hempenn deuet mat.

Kinniget e vo stummadurioù war ar bugaligoù hag ar brezhoneg.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn