Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj G/M

Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj G/M

Kinnig labour embannet d'an / ar 24.10.2024

Lec'h : Ar Releg (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Penn kentañ miz Kerzu 2024

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. 

Abalamour d’un implijiadez tost da vont war he leve emañ rouedad Diwan o klask sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj (G/M) evit Skolaj Diwan Penn ar Bed (Ar Releg).

Dindan atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skolaj : renerezh, buhez skol, skipailh kempenn, kelennerien, dilenidi Kuzul merañ ar skolaj. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt.

Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :

Sekretourva boutin

  • Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
  • Degemer ha treuzkas al lizhiri.
  • Degemer ha treuzkas ar mailoù.

Sekretourva pedagogel

  • Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit skoliadur ar skolajidi.
  • Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, enskrivadurioù DNB, beajoù...
  • Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel, heuliañ ar gevrat gant ar stad.

Kehentiñ

  • Sevel teulioù kehentiñ diabarzh/diavez a bep seurt : mail titouriñ (familhoù, kelennerien) pedadennoù, adgalv, sevel rentaoù kont
  • Bezañ perzh en aozañ a bep seurt darvoudoù a sell buhez an ti skol : devezhioù dizoloiñ ar Skolaj gant skolioù ar c’hentañ derez, an dorioù digor, devezhioù degemer evit ar skolidi CM, hag all.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den

Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.

Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.

Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, publisher, google workspace.

Bez ho po da implijour ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh). Bez e rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiaterez. 

Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.

Titouroù all

  • Deiziad enfredañ : Penn kentañ miz Kerzu
  • Doare kevrat : CDI
  • Padelezh amzer labour : 35e/siz bloazieket
  • Gopr : diouzh ar skiant prenet
  • Lec’h labour : Skolaj Diwan Penn ar Bed, Straed Gay LUSSAC, 29480 AR RELEG

Ma z'och dedennet gant ar post, kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha loskit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig) pe kasit hoc’h emstrivadur da tuta@diwan.bzh


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ