5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ
Kemennadenn gelaouiñ
13/11/2023
Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat evit Tomaz André, skipper yaouank ha brezhoneger anezhañ, lañset er Mini Transat 2023, gwisket gantañ livioù Diwan hag ar brezhoneg.
Goude bezañ echuet e 17vet plas an tennad kentañ etre Traezh an Olonne hag ar C’hanariez eo en em gavet e lost ar redadeg en eil tennad a-raok dont a-benn da dostaat ouzh ar re gentañ. Echuiñ a ra e 5vet plas an eil tennad a oa an degouezh e Sant Fransez e Gwadeloup hag en em gavout a ra e 5vet plas ar renkamant hollek war 59 perzhiad en e rummad evit ar redadeg a-bezh.
Pebezh hentad ha pebezh taol-kaer !
Tridet hon eus en e gichen e-kerzh ar 25 devezh redadeg a-dreuz ar mor Altantel ha dreist-holl war ar fin tout dre ma ‘z eo chomet strizh-kenañ an traoù betek penn an hentad.
Lorc’h zo ennomp hag eürus omp o vezañ gellet souten Tomaz bet skoliad e Diwan en e raktres ha trugarekaat a reomp an holl vesened ha kevelerien. Ganto eo bet posupl kas da wir an dro-gaer marzhus-mañ.
Gwellañ gourc’hemennoù da Tomaz ha hetiñ a reomp dezhañ un diskuizh dellezek-mat ha mall zo warnomp degemer anezhañ pa zistroio da Vreizh. Un digarez e vo da aozañ un darvoud evit lidañ asambles an taol-kaer-mañ !
Gwellañ gourc'hemennoù Tomaz, tridet hon eus asambles ganit ha lorc'h a zo ennomp gant da labour !