Darempred

Degemer > Appel-a-manifester-pour-la-langue-bretonne
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_pik_bzh

Galv da vanifestiñ evit ar brezhoneg

Diwan a c'halv da vanifestiñ e Gwengamp d'an 29 a viz Mae

Da 1e30 e ti-gar Gwengamp War-lerc’h manifestadeg kaer an 13 a viz Meurzh e Kemper, ha hini an 20 a viz C’hwevrer a-gevret gant ar galv lañset gant ar strollad Rouedad Ar Brezhoneg, soutenet gant ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù evit ul lusk broadel ha gant ar strollad Unanet Evit ar Brezhoneg, oc’h ambroug degouez Ar Redadeg

Lire l'article en breton

Gervel a ra Diwan da vanifestiñ evit

  • Difenn sevenadur Breizh hag ar brezhoneg
  • Gwareziñ hon hentenn treuzkas dre soubidigezh a zo lakaet kalz en arvar

Seziz ar c’huzul Vonreizh a-enep al lezenn Molac : un dagadenn a-enep hon hentenn dre soubidigezh kevredigezhel !

War-lerc’h bezañ bet degemeret al lezenn Molac d’an 8 a viz Ebrel e vefe bet aozet ur seziz dre guzh gant kabined Ministr an Deskadurezh stad. Tagañ a ra ar seziz-mañ ar mellad war ar skodenn skol a sell ouzh hor rouedadoù kelenn dre soubidigezh.

E-kerzh an divizoù e Kambr ar gannaded en doa Ministr an Deskadurezh komzet eus « Diwanisation » eus ar sistem.

Met ouzh petra o deus aon ? Petra rebechont deomp ? Stummañ skolidi a heuilh penn-da-benn programm an Deskadurezh Stad, skolidi a dap disoc’hoù mat d’ar priziadennoù ha d’ar vachelouriezh hag int-i gwir vrezhonegerien ?

Ur rouedad skolioù, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan !

Skodenn skol : un dioberiantiz kabluz a-berzh ar Stad !

Ma vez nac’het ar skodenn skol pe ma ne vez ket roet ar sammad mat gant an tiez-kêr eo notennet an dra-mañ e Kod an deskadurezh er mellad l442-5-1 : « Ma ne vez ket kavet un diskoulm e vo bodet maer ar gumun m’emañ ar skolidi o chom hag atebeg ar skol gant dileuriad ar Stad evit gellout kavout un diskoulm war ar sammad da reiñ evit mad skoliata ar vugale ». 

E miz C’hwevrer e oa bet goulennet en un doare ofisiel hanterouriezh 5 prefeti departamant. Betek hen, n’eus bet respont ebet d’hor goulennoù hanterouriezh digant ar prefetioù a c’hellomp tremen se goude 2 viz d’un nac’hadenn.

Nullet eo bet gant prefetioù zo darvoudoù eus hor skolioù (Tro Menez Are…). Gellout a reomp kompren kement-mañ met lakaat a ra en arvar hor skolioù a-fed an arc’hant ha n’eus bet digoll ebet evit se.

Perak ne zouj ket ar prefetioù d’al lezenn int sañset difenn ? Perak ne aozont ket an emvodoù raktreset en testennoù a zegasfent diskoulmoù a dra sur ? gant an emglevioù-mañ e c’hellfed digreskiñ efedoù ekonomikel an enkadenn yec’hedel. 

Goulenn a reomp gant ar prefetioù aozañ an emvodoù-mañ evel ma ‘z int raktreset el lezenn.

Skodenn skol (eil lodenn) : emzalc’h digempoell maered  zo war ar renk  !

Merzet hon eus ez eus maered war ar renk evit an dilennadegoù rannvro pe departamant war listennoù a zifenn sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Lod eus ar vaered-mañ na ginnigont ket un hentenn divyezhek en o c’humun ha na roont ket ar skodenn skol evit bugale o c’humun a zo en hor skolioù.

Pelec’h emañ al lojik politikel aze ? Daoust hag e talv ne souten ket tud al listennoù-mañ hon hentenn dre soubidigezh kevredigezhel ?

Goulenn a reomp digant ar vaered-mañ hag ar re e penn a listennoù sklaeraat an dra digempoell-mañ !

Kevratañ skol Sant-Ervlan : ar rektor a-enep al lezenn !

Digor eo Skol Sant-Ervlan abaoe 5 bloaz hag emañ ganti holl an amplegadoù ret evit bezañ kevratet.  Goude bezañ goulennet meur a wech e kendalc’h ar rektor nac’hañ kevratañ ar skol. Abalamour d’an dra se n’hall ket ar skol-mañ tapout ar skodenn-skol ha ret mat eo kavout arc’hant e lec’h-all evit arc’hantaouiñ ar mont en dro, gopr an implijidi en o zouez. War chouk ar rouedad emañ an tri fost skolaer ivez, kement-se o sachañ war budjed hollek Diwan, anezhañ tizhet mat dija gant an enkadenn.

A-enep al lezenn eo ar rektor Marois penn-da-benn ! Perak seurt emzalc’h ma n’eo ket un enebiezh dre guzh ouzh hon hentenn !

Goulenn a reomp ma vo kevratet skol Sant-Ervlan e fin ar bloavezh-skol-mañ !

Eurvezhioù brezhoneg en eil derez : n’eus ket a-walc’h a eurvezhioù c’hoazh el liseoù !

Daoust d’al lusk brav d’an 20 a viz C’hwevrer evit a sell ouzh an eurvezhioù brezhoneg en eil derez ha promesa ar rektor diskoulmañ an traoù, n’hon eus ket a-walc’h a euvezhioù evit al liseoù. Goude bezañ adlañset ar Rektordi ez eus bet respontet deomp en em zibab gant an debarzhadur eurvezhioù. Kaset hon eus ul lizher en-dro evit kaout ar peadra evit studi ar brezhoneg betek ar vachelouriezh.

Goulenn a reomp ma c’hello pep lisead kenderc’hel da zeskiñ o div yezh estren hag ar brezhoneg hep ma vo kevezerezh etre ar yezhoù-mañ.

Raktres skol Kernitron al lann : o klask diskoulmoù gant dilennidi ar c’horn-bro

Saludiñ a reomp startijenn an dud e penn ar raktres hag o deus dastumet arc’hant evit lañsañ ar raktres mui un niver a vugale dereat. Koulskoude e vank ur savadur hag evit poent n’o deus ar vaered kavet diskoulm ebet.

Prest omp da gavout asamblez an tu da zont a-benn

Evit an holl abegoù-se, deuit niverus evit difenn hon sevenadur, hon yezh ha hon doare da dreuzkas ar yezh dre soubidigezh, evit ma vevo hor yezhoù.

Betek an trec’h !!!

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Unanet evit ar brezhoneg    manifestadeg    Redadeg   

Skignañ ar pennad-mañ