Darempred

Degemer > Ar-chuzul-skolaj-pe-lise

Ar c’huzul skolaj pe lise

Lire cet article en français

Mont a ra en-dro ar c’huzul skolaj pe lise diouzh pennreolennoù heñvel ouzh re ar c’huzul skol : parlamant ar skolaj pe al lise an hini eo. Bep distro-skol, evit ma c’hallo ar c’huzul treiñ, e vez dilennet dileuridi ar gelennerien, ar gerent hag ar skolidi.

E penn kentañ ar bloavezh-skol e vez aozet gant ar rener·ez dilennadegoù dre vilhedoù kuzh evit kaout daou pe dri dileuriad eus ar skipailh kelenn (da zeiz ar rak distro-skol pe e-kerzh miz Gwengolo) ha daou pe dri dileuriad eus ar familhoù (da-geñver an emvod meur, e penn kentañ ar bloavezh skol diouzh boaz). Reiñ a ra kefridi da bep penngelenner lakaat dilenn dileuridi ar c’hlasad ; divizout a ra an dileuridi an doare ma kemerint perzh er c’huzul.

Bodañ a raio ar rener·ez ar c’huzul skolaj pe lise div wech ar bloaz da nebeutañ, aliesoc’h diouzh ret. E-touez tachennoù plediñ ar c’huzul skolaj pe lise emañ : votiñ war ar raktres skol hag ar reolennaoueg diabarzh, eskemm diwar-benn buhez ar skolaj pe al lise. Da-heul pep emvod en·he deus karg ar rener·ez da embann ar rentañ-kont divyezhek hag a vez kaset da familhoù ha da izili ar skipailh kelenn.

Gerioù-alc'hwez stag : eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ