Darempred

Degemer > Ar-gwiriou-yezhel-a-zo-ul-lodenn-eus-ar-gwiriou-mab-den
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_etienne_coeur_bzh

Ar gwirioù yezhel a zo ul lodenn eus ar gwirioù mab-den

01/12/2019

Lire cet article en français

Dalc’het oa bet Emgavioù europa ar gwirioù yezhel e Roazhon d’ar 25 a viz Here 2019 gant Fernand de Varennes, penndaneveller ar broadoù unanet evit ar minorelezhioù. Kenaozet e oant gant Kevre Breizh ha Kuzul sevenadurel Breizh.

Pledet en deus Fernand de Varennes evit kreñvaat ur sevenadur boutin war ar gwirioù mab-den zo ar gwirioù yezhel ul lodenn anezho. "Pa vez graet anv eus ar gwirioù yezhel, e komzer eus gwirioù mab-den, n’eo ket un nemedenn, en deus degaset da soñj. N’eo ket komprenet mat a-walc’h, koulskoude, ez eo un afer a gevatalded ha chom hep diforc’hañ.”

> Lenn Sturlevr lakaat e pleustr gwirioù yezhel minorelezhioù yezhel (ONU)

E-kerzh an devezh-mañ, eo bet pedet ar brezidantez Diwan da ginnig stad al lezennoù evit ar yezhoù e Bro-C’hall.

  • Lenn roll an devezh

  • Sellout ouzh ar c’hinnig "stad al lezennnoù evit ar yezhoù e Bro C’hall"

  • Sellout ouzh ar c’hinnig war an testennoù etrevroadel

Kontseilua, un aozadur eus Euskadi ar Su he deus kinniget an teul Protokoloa (kensinet gant Diwan e Kerzu 2016). Azasaet vo an teul-mañ gant an Euskariz evit an dilennadegoù-kêr. Gellout a raio al labour-mañ servijout evit mont e darempred gant an dud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr e miz Meurzh 2020.
Gerioù-alc'hwez stag : langue    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ