Ar vakañsoù benn ar fin !
03/07/2020
Setu echu ar skol ! Vakañsoù deuet mat evit an holl goude ur bloavezh ispisial-tre, ar pezh n’en deus ket miret ouzh izili Diwan da labourat start ha diorren raktresoù nevez...
Pebezh mare iskis evit Diwan : Un distro-skol lusket gant hor stourm evit kaout ar skodennoù skol hag un trede trimiziad gwallgaset kalz abalamour d’an enkadenn yec’hedel.
Gouezet o deus an dud er rouedad hag er skolioù talañ ouzh ar mare kriz-mañ. Gellet hon eus kenderc’hel da ginnig kentelioù d’hor 4 300 skoliad : gourc’hemennoù d’hor skolaerien ha d’ar re yaouank o deus ranket en em azasaat buan hag en un doare efedus !
Div skol nevez d’an distro-skol
Kadarnaet eo digoradur div skol er rouedad a-benn distro-skol miz Gwengolo, da lavaret eo :
- Ur skol nevez e Kemper : trede lec’h kentañ derez Diwan er gêr-mañ e vo.
- Ul lise nevez e Gwened : eil lise Diwan e Breizh e vo.
Tee-shirtoù profet gant STERED
E fin ar bloaz-mañ he deus ar stal STERED profet dilhad da z-Diwan. Gellet hon eus neuze profañ un tee-shirt da bep skolajiad trede klas : ur prof brav eta evit klozañ o bloavezhioù skolaj. Loc’h enno o deus holl anezho gwisket anezhañ e-kerzh ar sizhun diwezhañ, gant o maskl evel-just ! Kenavo dezho !
Emaoc’h e soñj enskrivañ ho pugel e Diwan ?
Daoust ma eo bet nullet pe ampellaet dorioù digor zo e vo ar skolioù laouen o tegemer ac’hanoc’h ur wech lakaet un emgav. Kit e darempred ganto evit enskrivañ ho pugel evit distro-skol 2020. Kavit amañ ar skol dostañ d’ho kêr.
Ar bloavezh ma ‘ z omp bet lakaet diaes en deus skuizhet da vat hor skipailhoù ha hor familhoù : deuet mat eo neuze ar vakañsoù !