Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour
Roll labour
29/03/2024
Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).
Holl izili ar gevredigezh Diwan a zo pedet da gemer perzh ennañ : kerent, tud a-youl vat, skolaerien·ezed, gopridi·adezed, profourien·ezed…
Diwallerezh evit ar vugale war al lec'h
Roll labour
10e : Degemer
10e15 : Emvod meur
10e15 - 11e : Danevell hollek 2023
11e - 12e : Danevell arc'hant ha kinnig komiserez ar c'hontoù
12e - 12e45 : Danevell obererezh 2023
12e45 - 1e45 : Pred (10€/tud deuet - digoust evit ar vugale)
2e : Stalioù labour
-
Statudoù, reolennaouegoù, kevrat ar rouedad, raktres kevredigezhel, mont en-dro Diwan, peseurt cheñchamantoù a vo ret ober ? Kambr rannvroel ar c'hontoù he doa graet un enklask diwar-benn rouedad Diwan e-kerzh nevezamzer 2023. Homañ he doa savet meur a evezhiadenn ha meur a ali a-zivout statudoù ha reolennaoueg diabarzh ar rouedad peurgetket. An atalier-mañ eo e bal kregiñ da cheñch ar statudoù.
-
E-kreiz ar respet, pelec’h omp erruet gant mennad ar c’hendalc’h d’ar 16 a viz Ebrel 2023 ? Pal an atalier-mañ eo ober bilañs an oberoù zo bet kaset da benn hag a chom da vezañ kaset da benn. An harzoù a bep seurt a c'hello bezañ bikenet. An atalier-mañ a vo un digarez da brientiñ ahelioù ar mennad a zeu o lakaat evezhiadennoù kambr rannvroel ar c’hontoù ennañ, gant palioù berrbad ha sifret.
-
Ouzhpenn d'ar forfed skol, petra eo talvoudegezh lezenn Molac ? Lezenn an 21 a viz Mae 2021, a-zivout gwarez glad ar yezhoù rannvroel ha brudañ anezho, a zegas diarbennoù evit gwareziñ ha brudañ ar yezhoù rannvroel war 3 zachenn : ar glad, ar c'helenn hag ar servijoù publik. Gouzout mat a ouzomp mellad a sell ouzh ar forfed skol met petra a zegas al lezenn ouzhpenn d'an dra-se ? An atalier-se a roio tro da anavezout ar stignadoù all a c’haller implijout.
4e : Rentañ kont an atalieroù
5e : Degemer an dilennidi·adezed
6e : Distro skiant-prenet Tomaz André : Tomaz André en doa kemeret perzh er Mini Transat ar goañv paseet. Fellout a rae dezhañ lakaat ar brezhoneg ha Diwan war-wel. Da geñver an darvoud-se e vo pedet ar vesened engouestlet en oberiadenn ha Tomaz a roio da c’houzout deomp e avantur gant e testeni, skeudennoù ha filmoù.
7e : Riboul