Darempred

Degemer > Audition-de-diwan-par-la-mission-castex-de-linteret-des-interrogations-et-des-inquietudes
manifestadeg-eil-derez-20.02.2021-brest_152527975_3981138095251391_6322005747625883067_o

Diwan aterset evit ar gefridi Castex : interest, goulennoù ha nec’hamantoù

24/06/2021

Evel raktreset e oa bet dileuridi Diwan aterset gant ar gannaded Yannick Kerlogot ha Christophe Euzet d’ar Merc’her 23 a viz Even.

Merzet hon eus e kaskont suraat dazont an hentennoù war verr ha krenn dermen met gwall strizh eo an hent evit se.


Padal, souezhet-tre omp n’en deus ket ministr an Desdadurezh Stad roet an titouroù ret en un daore splann evit kaout evel se un dielfennadur fetis eus hon hentenn. N’o deus ket gellet ar gannaded na studiañ danevelloù ar bennensellerien, en o zouez an hini diwezhañ savet gant an aotrou Bernabé e 2019, na studiañ roadennoù stadegel ha sokial hor skolioù. Kement-mañ a ziskouez soñjoù ministr an Deskadurezh Stad hag a zlefe kentoc’h sikour ar gefridi aozet gant ar c’hentañ Ministr.

Gortoz a raemp un tamm habaskted, siwazh n’eus sin ebet eus se.

 

  • N’eo ket kevratet hor skol e Sant-Ervlan, daoust bezañ goulennet meur a wech an dra-mañ, lizhiri kannad·ed·ezed hag ur vanifestadeg, ne seblant ket ar minister prest da respont d’hor goulenn.
  • Kudenn evit reiñ ar skodennoù skol : war-lerc’h diviz ar c’huzul vonreizh ez eus bet kaset respontoù negativel d’ar skolioù gant tiez-kêr zo oc’h implij an arguzenn-mañ. Ouzhpenn se, ne lak ket e pleustr prefetioù zo an tredeogiezhioù ret pa emaomp gant an degouezh-mañ. Ar fed bezañ dizoberiant evel se a lak diaes ar skolioù e-keñver an arc’hant, setu efedoù trumm an diviz-mañ.
  • Raktres programm evit ar skol-vamm : implijet vez ar ger « yezh » e lec’h « lavar ». Dibabet eo bet se evit kreñvaat anaouedegezh ar galleg nemetken. Mat eo gouzout emañ Alain Bentolila e touez ar re o deus kinniget ar c’hemm-mañ. Hennezh a zisklerie er JDD : « les langues régionales à l’école, un combat inutile et douteux ».

D’ar poent-se, n’eus nemet reizhañ ar vonreizh a c’hellfe suraat ar soubidigezh er skolioù kevredigezhel kevratet !

A hent all hon eus eskemmet gant kannaded ar gefridi Castex diwar-benn komzoù ar ministr kentañ da geñver ar goulennoù d’ar gouarnamant a-zivout ar gallusted a vefe roet d’ar strollegezhioù lec’hel reiñ yalc’hadoù postadur. Ar c’homzoù-se a ra anv eus ar c’hudennoù savadurioù a zo diouto ingal er rouedadoù kevredigezhel dre soubidigezh.


Daoust hag-eñ e vo digoret un hent war muioc’h a frankiz ha muioc’h a zigreizennañ evit a sell ouzh kelenn ar yezhoù rannvro hag evit ar peadra da vezañ lakaet e pleustr ? Hag ar raktres lezenn anvet 4D a c’hellfe bezañ un digarez da vont pelloc’h ganti ?


Gant an degouezh-mañ ha da vare ar choazoù diwezhañ e fell deomp kaout sklaeriadurioù gant an dud war ar renk evit an dilennadeg rannvro ha departamant :

  • Daoust hag-eñ e harpint goulenn reizhañ ar vonreizh evit ma vo suraet kelenn ar yezhoù rannvro, ar frankiz pedagogel hag implij ar sinoù diakritek ?
  • Ha pa vefe ezhomm, daoust hag an dilennidi nevez a c’houlenno bezañ war ar barregezhioù-mañ o enluskañ peadra da zerc’hel ha da ziorren ar c’helenn dre soubidigezh ?

 

Gerioù-alc'hwez stag : communiqué    kevratelañ    conseil constitutionnel    soubidigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ