Darempred

Degemer > Berzh-a-ra-ar-chelenn-dre-soubidigezh-hag-anavezet-eo-gant-rektorelezh-roazhon
skolaj-diwan-44-saint-ervlan__RLP2794

Berzh a ra ar c’helenn dre soubidigezh hag anavezet eo gant rektorelezh Roazhon

04/10/2019

Lire cet article en français

« Gwelloc’h berzh a ra ar rouedad kelenn dre soubidigezh eget ar rouedadoù kelenn divyezhek » sed a zo bet displeget gant servijoù akademiezh Roazhon e-skeud kuzul akademiezh ar yezhoù rannvro, d’ar 25 a viz Mezheven 2019 e Roazhon. Adarre e vo priziet barregezhioù war ar brezhoneg skolidi ar rouedadoù divyezhek a-benn 2020.

Goude bezañ roet anaoudegezh eus disoc’hoù ar priziadennoù graet e 2017 e CM2 eo bet diskouezet gant rektorelezh Roazhon disoc’hoù ar skolidi trede da-geñver kuzul akademiezh diwezhañ ar yezhoù rannvro. Da vare an distro-skol e oa bet anavezet an disoc’hoù-se gant melestrourien ar rouedad, e-skeud emvod ar 6 a viz Gwengolo.

Gant emglev arbennik evit treuzkas yezhoù Breizh ez eus resisaet e vo kaset da-benn priziadennoù barregezh er c’hlasoù CM2, trede ha termen. Lakaet ez eus ivez palioù mestroniañ ar yezh :

  • 90% eus ar skolidi CM2 o devez da dizhout al live A2 eus framm dave Europa evit ar yezhoù
  • 90% ar skolidi trede o devez da dizhout al live B2
  • 90% ar skolidi termen o devez da dizhout al live C1

Evit a sell an eil derez eo lakaet uheloc’h ar pal amañ eget n’eo gant kelc'hlizher ministerezh an Deskadurezh war ar yezhoù rannvro rak gant hemañ e vizer B1 e trede ha B2 e termen.

En nevezamzer 2018 e oa bet graet priziadennoù heñvel gant 431 skoliad trede war ar c’hompren dre gomz, kompren dre skrid hag ezteurel dre skrid. E skol e vezent en ur skolaj Diwan (162 skoliad), ur c’hlasad divyezhek en ur skolaj publik (157 skoliad) hag ur c’hlasad divyezhek en ur skolaj katolik (112 skoliad).

Hervez an disoc’hoù, 64,5% eus skolidi Diwan a ziskouez bezañ B2 o live. Ma’z eo izeloc’h an disoc’h eget na oa gortozet hag ivez eget an disoc'hoù tapet diouzh boas gant an Dibab e vo gouiet hiroc’h gant priziadennoù 2020. Gant an daolenn amañ dindan e vo gwelet an disoc’hoù diouzh pep rouedad  :

Live

Publik

Prevez

Diwan

Keidenn

B2

26,8%

18,8%

65,4%

39,2%

B1

43,3%

47,3%

32,1%

40,1%

A2

29,9%

33,9%

2,5%

20,6%

 

Gant servijoù ar rektorelezh eo bet tostaet an disoc’hoù-se ouzh re ar skolidi kentañ derez ha dezastumet kement-mañ :

« An disoc’hoù bet n’int ket diouzh a oa gortozet, ha war vrasaat ez a an distok-se bep ma ya ar skoliadur war-raok.

Gwelloc’h berzh a ra ar rouedad dre soubidigezh eget rouedadoù ar c’helenn diyezhek.

Dre vras e vez barrekoc’h ar skolidi dre gomz eget dre skrid. »

Priziadennoù nevez a vo kaset a-benn 2020, nepell a-raok ma vo peursavet an emglev arbennik nevez evit ar yezhoù.

Framm dave boutin Europa evit ar yezhoù zo ur benveg priziañ ar barregezhioù yezh lakaet war-sav gant Kuzul Europa ha graet gantañ en un daou-ugent bro european bennak. Implijet e vez gant ministrerezh an Deskadurezh Stad evit an deskiñ yezh en eil derez ; talvezout a ra da zave ivez evit an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY).

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : divyezhegezh    soubidigezh    eil derez    Deskadurezh Stad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ