Darempred

Degemer > C-hoari-e-brezhoneg

C’hoari, gwellañ tra zo !

Lire cet article en français

Ar vugale a vez mat dezho c’hoari atav !

Gant Aplud en deus krouet Sten Charbonneau tri c’hoari taol – eus 7 da 77 vloaz – da bal dezho lakaat ar re a gemer perzh da vrezhonegañ : Din an dornKlask ar ger ha N’out ket barzh. Gant Keit vimp bev ez eus lakaet war ar marc’had c’hoarioù kartoù (7 familh, memory…).

Gant Ofis publik ar brezhoneg e kaver daou roll-gerioù, 120 ger enno, diwar-benn ar c’hoari : C'hoari tablez et C'hoarioù kartoù.

Un doare brav da zihuediñ pa chomer en ti endervezhioù-pad eo ar c’harned c’hoari Doug & Buster war zu al loar (adal 7 vloaz), un diverr-amzer all eo gerioù-kroaz Frañsoaz LermenJean-François Peden pe DAO. Petra’virfe da glask sevel, gant mignonezed ha mignoned, ur pezh-c’hoari berr ? Un daou-ugent pezh-c’hoari bennak a c’haller kaout war lec’hienn TES.

C’hoari e brezhoneg a c’haller ivez gant ur skramm. Ar c’hoari skinwel C’hoari ha deskiñ zo war ar chadenn Brezhoweb ; enrollet e vez e pevar c’horn ar vro. Bez ez eus ivez modulennoù bihan a c’hoarioù en linenn :

Hag evit kas ar c’horf en-dro el liorzh pe el liorzh-kêr n’eus netra par d’un abadenn koach-koukoug pe kuzh-kuzh, un tamm c’hoari sparfell, pe mouchig-dall pe c’hoazh klask-an-teñzor. Evit loc’hañ an abadenn ha tennañ ar berzhidi d’ar sord e vo gallet dibunañ kement-mañ : 

« Ul loa, div loa, 

Karabin, karaba, 

Impin, bourdon, 

Kadbarin, grifon, 

Er maez kompagnon »

« Ul laer er c’haol, 

Piv eo? 

Yann Voudig eo. 

Pelec’h emañ? 

Kuzhet eo. »

« Ar bleiz kozh ’pad an noz 

A jilgamm 

E droad kamm 

Al loargann ’barzh ar stank 

A c’hoari 

Patati ! »

« Bicha, bicha, 

Kik ala 

Piv a yelo da gerc’hat 

Kerzh d’ar foenneg 

Mard eo ret, kerzh d’ar gêr 

Pe ’vezi taget ! »

 

Ma anavezit c’hoarioù all, skrivit deomp : demat@diwan.bzh !

C’hoari war an ton bras e-kerzh ar vakañsoù

Evit adkavout ar vignoned ha c’hoari e brezhoneg pa ne vez ket skol e vez kinniget vakañsoù e brezhoneg gant meur a gevredigezh. Gant an Ubapar e vez ur c'hatalog bep bloaz hag a vez dasparzhet er skolioù e penn kentañ ar bloaz. Ledan eo an dibab : sportoù, natur, mor, obererezhioù arzel, avañturioù, kerzhadennoù…

E kêrioù zo evel Gwengamp, Roazhon, Landerne, e c’hall bugale ar skolioù divyezhek en em gavout d’ar merc’her d’enderv pe e-kerzh ar vakañsoù er greizenn dudi.

Gerioù-alc'hwez stag : e brezhoneg   

Skignañ ar pennad-mañ