Darempred

Degemer > Degouezh-tomaz-andre-e-santa-cruz-ar-palma-gant-e-vag-diwan
thomas-andre-tomaz-mini-transat-lapalma-palma_387084144_807150184745786_2910629093889209302_n

Degouezh Tomaz Andre e Santa Cruz ar Palma gant e vag Diwan

Mini Transat 2023

06/10/2023

Lire cet article en français

Kavit amañ kazetenn bourzh Tomaz Andre evit tennad kentañ ar Mini Transat 2023.

Loc'hañ eus Traezh an Olonne

Loc’het e oa ar Mini-Transat dec’h un tamm goude 13:30 gant avel vervent gwan, etre 4 ha 7 skoulm. Tomaz e-touez ar bigi kentañ, gant e gamaraded eus Brest Yaël Poupon (1051 Bihannic-Allentis) ha Justin Baradat (1056 Da gousket) hag o c’hamarad eus Rosko Titouan Quiviger (1009 Les Extraordinaires). Er galmijenn vras ha gant houlenn memes tra (diwall d’az stomok Tomaz !) e rankont chom war evezh da dennañ gounid eus an disterañ cheñchamant avel.

Eil devezh redadeg

Bremañ ‘z eus avelioù Walarn etre 8 ha 10 skoulm. Tout ar bigi zo o vont strollet war-zug ur merk diwel (Way Point) da lezel stribourzh e Norzh da Gijón en Asturias, ur merk lakaet disul gant renerezh ar redadeg kuit da vont en un diwaskadenn greñv e pleg-mor Gwaskogn. Ar re gentañ a zo war-nes da baseal anezhañ. En noz etre dimerc’her ha diriaou e vo barradoù avel 30 skoulm ha gwagennoù 3 metr e-maez d’ar c’hab Ortegal e Galisia. Gant ar merk-mañ n’eus ket kalz a zibaboù hent da ober da vont d’ar Palma. Koulskoude ez a Tomaz muioc’h etrezek ar Su eget re all, pelloc’hik diouzh an hent eeun.

Trede devezh redadeg

Emañ Tomaz bepred e penn ar strollad-listri, 20vet plas ha 16,5 milmor war lec’h hini kentañ ar rummad “série”. Goude bezañ tremenet hebiou d’ar way-point e norzh Gijon abred ar mintin-mañ emañ Tomaz o kas e vag Frankiz etrezek ar Beg Finisterre (Norzh-kornog pellañ Bro-Spagn). N’eo ket dianav al lec’h-mañ p’en doa Tomaz tremenet hebioù d’ar beg-mañ da geñver tennad kentañ an SAS. Poent war an amzer : Buanoc’h ez a ar strollad-listri e fin an nozvezh hag emaint bremañ gant un avel kemm-digemm.  Hiziv emañ an 90 reder gant prantadoù avel a-gostez hag a-dreñv a-bep eil hag un nerzh avel etre pe skañv. Evit ar pezh a sell ouzh an doare da verdeiñ e vo ledanoc’h  choaz an hentadoù e Norzh Bro-Spagn,  war-lerc’h avat  e vo strizh an dibaboù strategel. Da c’houde e tlefe an holl verdeidi dibab tremen tost hebioù da aodoù spagnolek ha portugalek hag ouzhpenn da se ur geinenn da dreuziñ dre ma chom bout an alizeoù portugalek.

Pempvet devezh redadeg

Beg Finisterre : graet eo ! Emañ Tomaz er 17vet plas, 41 milmor war-lerc’h an hini kentañ e rummad "série". Gant e vag feal ez a war-zu ar Su a-hed aodoù ar Portugal e-lec’h ma kavo an alizeoù ken brudet all.  Un huñvre pa soñjer er Mini-Transat. Evit poent e vo ret gortoz dre ma ‘z eo raktreset adarre aveloù skañv (tre) ha distabil (tre). Kontañ ar reomp evel-just war Tomaz evit en em reiñ da vat ha krennañ al lañs en deus an hini kentañ warnañ.

Seizhvet devezh redadeg

Goude bezañ tremenet an daou zevezh diwezhañ hep avel eo deuet Tomaz a-benn da adtapout strollad ar reter. Da c’houzout bremañ ma vo a-du an avelioù da zont. Diouzh an amzer da gaout e tlefent erruout gant an alizeoù da gentañ ha kregiñ neuze da riklañ etrezek ar C’hanariez a-raok strollad ar c’hornog…

Navet devezh ar redadeg

Goude ar galmijenn hag evit plijadur vras ar skipperien eo emgavet an avelioù a-du ! Muioc’h a-herr a zo gant ar berzhidi. Dec’h da noz e oa en em lakaet Tomaz tostoc’h ouzh an hent eeun. Da 8 eur e oa an 929 en 22vet plas, 106 milmor war-lerc’h al leader. Gant ar spi e raio Tomaz dilec'hiadurioù bihan evit ma c’hello gounid plasoù c’hoazh ac’hann d’an degouezh, raktreset d’an noz etre diriaou ha digwener.

Dekvet devezh redadeg

Lañset eo sprint tennad kentañ ar Mini Transat ! Evit poent emañ Tomaz e 18vet plas ar rummad “Série” hag e tlefe erruout e Palma fenoz. Kas a reomp holl nerzh-kalon dezhañ !

Degouezh e Santa Cruz ar Palma

Tomaz Andre (929 – Diwan), 17vet SERIE e Santa Cruz ar Palma

Setu treuzet linenn degouezh tennad kentañ ar Mini Transat gant skipper Diwan d’ar Gwener 6 a viz Here da 4e20’33’’. Lakaet en deus 10 devezh, 14 eurvezh 33 eilenn. Diverradenn e gomzoù :

" A bep seurt traoù hon eus bet, avel-aod hag avel rust evit a re gentañ. Rust a-walc’h e oa pa on-me tremenet . Ha da c’houde ar galmijenn mui an alizeoù. Kavet ‘m eus brav ar redadeg, plijadur eus bet eus penn-da-benn, goude ma ne oan ket re er penn a-raok ha se a gavan un tamm diaes. Met en va bleud e oan war va bag. Re vat e oa al lusk ha brav ar redadeg. N’on ket deuet a-benn met mont a raio gwelloc’h war an eil tennad marteze.

Soñj em eus bezañ emgavet gant aodoù ar Portugal un tammig va-unan a-raok adtapout strollad ar re gentañ. Kement-mañ en deus roet un  taol startijenn din, un tamm sot e oa . Iskis eo memes tra bezañ war-lerc’h, gouzout a ouien ne oan ket plaset mat hag en un taol e adtapan anezho hag e soñjan "mat eo, e penn a-raok emaon !" ha ket ‘benn ar fin, en a-dreñv e oan (c’hoarzhadennoù). Fentus e oa. Nag a draoù da gaout c’hoazh ! Ar re all a grogo e-barzh ha me ivez !"

Da heul

Deuet bremañ ar prantad diskuizh evit Tomaz hag adkavout a raimp anezhañ a-benn un nebeud sizhunvezhioù e eil tennad ar redadeg etrezek ar Gwadaloup !

 

Testennoù tennet eus pajenn Facebook Tomaz Andre ha troet gant Diwan

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ