Darempred

Degemer > Des-lyceennes-bretonnes-a-paris-pour-une-audition-par-des-deputes-et-reclamer-des-moyens-pour-la-langue-bretonne
manif-pqvnl-paris-pariz-liseidi-2024_IMG_0787_HD

Liseidi vreizhat e Pariz evit bezañ selaouet gant kannaded hag evit goulenn sikourioù evit ar brezhoneg

Kemenadenn gelaouiñ

08/02/2024

Dec’h, d’ar Merc’her 7 a viz C’hwevrer eo bet degemeret gant kannaded izili strollad studiañ “Yezhoù ha Sevenadurioù rannvro” ar vodadenn vroadel, c’hwec’h lisead ha liseadez o tileuriañ pep hini anezho ur vro ma vez komzet ur yezh vinorelezet. En o zouez, div vreizhadez, ul liseadez eus lise Diwan Karaez hag ul liseadez all eus lise publik Felix Le Dantec eus Lannuon.  

19 liseadez ha lisead Diwan ha Div Yezh, an hentenn divyezhek publik a oa e-barzh dileuriadur Breizh ha soutenet gant ar gevredigezh Kelennomp (kevredigezh kelennerien ha stummerien brezhonek).

A-raok bezañ bet degemeret gant ar gannaded o deus ar 42 liseadez ha lisead eus Korsika, Okitania, Bro Euskadi, Elsaz ha Breizh aozet ur vodadeg stourm dirak Minister an Deskadurezh Stad evit goulenn ouzh ar Stad ur gwir statud evit o yezhoù evit ma chomfe bev hag evit pellaat diouzh stad bresk int bet lakaet gant ar Stad a-hed dekvloaziadoù.

Evit ar pezh a sell ouzh an ezhommoù e Breizh o deus goulennet kement-mañ :

Evit Diwan :

  • Sujedoù arnodennoù ar breved e brezhoneg

  • Gellout tremen arnodenn ar skiantoù e brezhoneg evit ar breved

  • Kaout ar peadra lezennel hag arc’hantel da gempenn hor savadurioù

  • Harp evit degemer an holl skodennoù skol

  • Kas da benn ar c’henemglev Diwan-Stad-Rannvro

  • Doujañs evit ar brezhoneg o tegemer e vefe kenofisiel hag aotren implij an “ñ”

Evit Div Yezh (kelenn divyezhek publik) :

  • Bezañ anavezet gwelloc’h ar brezhoneg en hor red skol : aozañ ar skoliata hep diaezamantoù, muioc’h a arnodennoù e brezhoneg er vachelouriezh, sujedoù arnodennoù ar breved e brezhoneg, simplat an doareoù enskrivañ

  • Muioc’h a skolaerien vrezhonek, dreist-holl evit danvezioù n’int ket yezhel hag evit gwarantiñ an erlec’hiadennoù.

  • Paouez da lakaat an deskiñ brezhoneg d’un diaz war gemm evit reizhañ an diouer a goskor hag a beadra n’omp ket kiriek.

  • Kompren ar fed bezañ en un hentenn divyezhek e yezh rannvro a dalv bezañ pinvidik ha digor  ha kement-mañ ne c’hell ket bezañ lakaet a-enep an hentennoù unyezhek.

Goulenn a reomp ma vo cheñchet mellad 2 ar Vonreizh c’hall a zo diazezet ar galleg evel yezh nemeti ar Republik enni betek hen ha kontañ a reomp war ar gannaded evit kaout araokadennoù e-kerzh ar sizhun a zeu.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ