Darempred

Degemer > Devezh-eskemm-dan-2-a-viz-kerzu-2023-e-karaez
devezh_eskemm_2023_Copie_de_Copie_de_Copie_de_post_rener_lise_diwan_karaez

Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez

Buhez kevredigezhel

23/11/2023

E Lise Diwan Karaez

Kerampuilh

Straed Jean-Sébastien Corvellec

29270 Karaez

 

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

 

Roll labour an devezh

  • 9e30 : Kafe degemer

  • 10 eur : Poent war keleier ar rouedad

  • 11 eur : Gweladenn ha digoradur savadurioù nevez al lise gant Christian Troadec, bez-prezidant Rannvro Breizh evit yezhoù Breizh ha bretoned ar bed, ha Paul Molac, kuzulier rannvro evit ar brezhoneg ha prezidant Ofis publik ar brezhoneg.

  • 12 eur : Digor kalon

  • 12e30 : Pred

  • 13e30 : Strolladoù labour

  1. Mezenerezh : peseurt framm e Diwan ? ha peseurt obererezhioù kaset da benn dija ? (Kaset gant Yann Servais ha Mailys Boitel)
  2. Kehentiñ : emdroadur al lec’hienn internet www.diwan.bzh evit ar pajennoù skol, penaos gwellaat kehentiñ web ar skolioù ? (Kaset gant Nolwenn Horellou)
  3. Atebegezhioù an implijer : keal redi surentez disoc’h e-keñver ar c’hopridi hag an DUERP (teul unan priziañ ar riskloù micherel) (Kaset gant Jérôme Quéré) - Atalier da heuliañ ivez enlinenn !
  • 15e30 : Rentaoù kont a-stroll

  • 16e30 : Fin an dervezh

 

Pred profet gant ar rouedad ha diwallerezh war al lec’h !

Liamm enskrivañ

Kemeret vo ar frejoù hent e karg gant ma vo leuniet ur fichenn roet d’an deiz-mañ. Gellout ar raio ar frejoù bezañ restaolet pe roet da Diwan, ar pezh a c’hello degas un digresk war an tailhoù.

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ