Diwan er Mini Transat 2023 !
20/07/2023
A-gevret emañ izili ar rouedad evit brudañ Diwan ha souten war un dro ar skipper Tomaz André, skolajiad kozh.
D’ar 24 a viz Gwengolo e loc’ho 24re redadeg ar Mini Transat. 90 moraer a dreuzo ar mor Atlantel o-unan en o bag, er vag vihanañ a zo da verdeiñ war ar morioù don, ur Mini 6,50 metr. E-touez ar rederien-mañ e vo pennoù brudet amzer da zont ar bageal. Loc’hañ ‘raio ar redadeg eus Traezh an Olonne etrezek Sant-Frañsez er Gwadeloup, gant un ehan e Santa Cruz de La Palma (Kanariez) : pezh a zo 3850 mil (7100 kilometrad) en holl da redek. Un avantur greñv emañ Tomaz Andre o prientiñ. Ar moraer eus Plabenneg en deus fiziañs d’en em gaout en Antilhez met ivez da redek e penn e rumm ar bigi savet a-rummadoù.E miz Gwengolo 2021 e oa en em gavet Tomaz war an droiad Mini 6.50 goude meur a vloavezh kenstrivadegoù etrebroadel e lien skañv, 420 ha 470, gant disoc’hoù brav : 5vet e Championad ar bed 420 en Aostralia e 2017. Goude ma vo an hini yaouankañ o kemer perzh er Mini Transat 2023 ez eo savet war ar podiom meur a wech dija : 3de er Corsica Med e-unan e miz Mae 2022, 1añ er Calvados Cup n°2 e doubl e miz Gouere 2022, 2l en Duo Concarneau e doubl e miz Gwengolo 2022, 2l er Mini en Mai d’an 12 a viz Mae 2023. Fiziañs en deus da redek e penn e-doug ar Mini Transat-mañ hag a vo e redadeg treuzatlantel kentañ.
Ambrouget e vo Tomaz Andre en defi-mañ gant Diwan hag a roio e livioù da gouc’h ha da ouel vras e vag.
Dougen Diwan e-doug ar Mini Transat
Ma vez klevet ar brezhoneg e bed an arzoù e Breizh e vez rouesoc’h e bed ar sport a live uhel, ha zoken er bageal, daoust ma ‘z eus mor tro-dro Breizh koulskoude.
E skolaj Diwan Gwiseni en doa desket Tomaz Andre brezhoneg. Reiñ brud d’ar brezhoneg ha d’ar skolioù Diwan a zo a bouez dezhañ. Gant ar Mini-Transat e fell da Tomaz Andre brudañ kelenn ar brezhoneg hag ar c’helenn e brezhoneg. Komz a raio eus e Mini-Transat er skolajoù hag er skolioù Diwan. Un teulfilm e brezhoneg a gonto kement-mañ war France 3 Breizh.
Arc'hantaouiñ ar raktres
A-drugarez d’ho skoazell war Kengo em eus bet 12 380 €. Muioc’h eget ar pal kentañ lakaet gant Diwan evit Kengo. Mil trugarez deoc’h. Kalonekaus-kenañ eo !
Kengo ne oa ket an hent nemetañ da arc’hantañ va Mini Transat. Gant Diwan e trugarekaomp ar vesenerien Askorn.bzh, ar C’habined Xavier Moal & kevelerien, Coreff, André Bénéat keveler er c’habined E&C Expertise Comptable, Pik.bzh ha Kerne Elagage.
Trugarekaat a ran ivez va daou sponsor Aked.bzh ha Rubans de Bretagne.
A-benn un nebeud dervezhioù e wisko va 6.50 Frankiz he livioù. Re Diwan eveljust, da vrudañ hon skolioù karetañ en tu all d’ar mor ! Mall zo warnon da ziskouez anezhi deoc’h !