Darempred

Degemer > Doriou-digor-diwan-e-miz-chwevrer-hag-e-miz-meurzh
skol-diwan-pontekroaz__RLP2199

Dorioù digor Diwan e miz C’hwevrer hag e miz Meurzh !

Koulzad 2022

15/03/2022

Lire cet article en français

Ar bloaz-mañ, dorioù digor Diwan a zo aozet e-pad daou zibenn-sizhun : ar 4 ha 5 a viz C’hwevrer, hag ivez d’an 18 ha 19 a viz Meurzh. Posubl eo ivez gweladenniñ skolioù zo gant videoioù en ur glikañ amañ.

E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet ouzhpenn 4 000 skoliad e 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 44 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.

Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta !  Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 100% eus al liseidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 100% eus ar skolajidi o deus tapet ar breved e miz Even 2021.

Ac’hanta, plijet gant se ? Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù !

Gwellañ doare da ober anaoudegezh gant Diwan eo dont da welout petra vez graet er c’hlasoù, deuit neuze da gejañ ganeomp ! War al lec’h e vo ar skolaerien evit respont d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata e Diwan.

Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo ! Hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !

Gerioù-alc'hwez stag : dorejoù digor    soubidigezh   

Skignañ ar pennad-mañ