Darempred

Degemer > E-bro-ar-skrammou

E bro ar skrammoù

Lire cet article en français

Arsa ! Ar skrammoù hag ar re yaouank ! Mallozh warno a-wechoù, bennozh a-wechoù all ! Pe vefe filmoù faltazi, filmoù eilmouezhiet evit ar pep brasañ, pe abadennoù skinwel, emañ ar c’hinnig o fonnusaat a-nebeudoù.

Eus ar skramm bras…

Bep bloaz e vez kinniget d’ar vugale un abadenn sinema ispisial a-drugarez  d’un droiad aozet gant Daoulagad Breizh ha tiez ar vro. Diskouezet e vez dezho en ur gwir sal sinema un dibab filmoù evit ar yaouankiz, eilmouezhiet e brezhoneg.

… D’ar skramm bihan

E 2019 e oa ar 17vet troiad filmoù, setu ma ‘z eo deuet ar fontad filmoù eilmouezhiet da vezañ fonnus-mat. Gant-se e c’hall al lec’hienn BreizhVOD kinnig ur brav a gatalog filmoù ha tresadennoù-bev diouzh ar goulenn. Diouzh tu ar faltazi e weler ez eus un nebeud krouadennoù e brezhoneg evel ar film Lann Vraz (2013) pe ar stirad suspens Fin ar Bed (2017).

Evit pezh eo ar skinwel, skignet e vez gant France3 Breizh ur gazetenn bemdez war ar sizhun, An taol lagad ha div abadenn d’ar sadorn beure, Na petra ‘ta evit ar vugale ha Bali Breizh evit ar re vras. An abadennoù-se a c’haller gwelet e stumm replay war lec’hienn France Télévision.

Gant ar chadenn webTV Brezhoweb ez eus ur gaeliad abadennoù e brezhoneg penn-da-benn. Darn eus an abadennoù a vez kenbroduet gant chadennoù lec’hel hag a vez skignet a-wechoù war Tebeo, TV Rennes pe TébéSud. Skignet eo ar programm Foeterien gant an TNT, un abadenn evit klask un teñzor gant skipailhoù yaouank : un digarez da liammañ brezhoneg gant dizoloadenn broioù all evel ar Jamaika, Bulgaria, Bro Euskadi...  War ar savenn Kub ez eus ivez e-leizh a filmoù hag a teulfilmoù hag a zo lod anezho e brezhoneg.

Marteze e anavez dija ar grennarded sot gant stiradoù enno tud a oad ganto C’hwi a gano, sevenet gant un tamm mat a liseidi gozh eus Diwan ha skignet war Youtube. Gant ar strollad Barzhanoff ez eus ivez ur web-stirad farsus : Evel ki ha kazh. Al lise Karaez en deus memes e chadenn YouTube dezañ.

Binvioù stlenneg

War dachenn an teknologiezhioù nevez ez eus bet troet gant ar gevredigezh an Drouizig meur a boellad frank.

Hag an holl geek eus Breizh o deus dija staliet war o foellgomzer ar c’hlavier Swiftkey : gantañ e c’heller implij an ñ ha kinnig a ra ar rak-skrivañ e brezhoneg.

Diwan war ar skrammoù !

 

Div glogorenn, studiañ en ul lise dre soubidigezh, Lise Diwan Karaez (2019)

40 vloaz Diwan - Klip skolajidi Plijidi, Bastian Gwilhou (2018)

Skolioù Diwan Brest - Hor skol deomp ni, Miguel Tangi (2018)

Botoù-koad dre-dan, Soazig Daniellou (2017) 

Raconte moi Diwan, Léonie Garel (2017) 

Lola ne ouie ket, Fanny Chauffin (2015)

Dibab Diwan, Jean-Charles Huitorel (2012)

O seizh posubl, Soazig Daniellou (2008)

Prad Don, Soazig Daniellou (2007)

Diwan Diwan, Patrick Prado, (1980)

Gerioù-alc'hwez stag : e brezhoneg   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ