Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan ar releg > Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon : penaos e vo distro-skol 2024 ?
skolaj_releg__RLP3333_-_Copie

Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon : penaos e vo distro-skol 2024 ?

Afer zo suraat distro-skol 2024 skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon evit mad ar skolajidi ha treuzkas ar brezhoneg

17/06/2024

Afer zo suraat distro-skol 2024 skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon evit mad ar skolajidi ha treuzkas ar brezhoneg

Kemennadenn gelaouiñ

Un nebeud mizioù zo en deus kelaouet ac'hanomp Kuzul departamant Penn-ar-Bed e felle dezhañ terriñ an emglev gant ti-kêr ar Releg-Kerhuon diwar-benn ar savadur m'emañ ar skolaj Diwan ennañ, gant ar soñj adwelet an doare da verrañ al lec'h. En nevezamzer eo bet torret an emglev eta gant un termen dibenn miz Mae 2024.

Meur a emvod zo bet dibaoe gant ar c'huzul departamant hag an ti-kêr evit kregiñ da studiañ an doare nevez da verrañ al lec'h e servij ar sevenadur hag ar brezhoneg. Krog eo ar preder eta hag astennet e oa bet an emglev betek dibenn miz Eost 2024.

Goulenn a ra hiziv rouedad Diwan gant kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha ti-kêr ar Releg-Kerhuon kavout un diskoulm evit kadarnaat un distro-skol 2024 seder evit mad ar skolajidi, ar vicherourien ha treuzkas ar brezhoneg, rak afer zo un tamm amzer evit kavout diskoulmoù padus.

Gerioù-alc'hwez stag : distro skol    département    mairie    convention   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ