Skol Diwan Brest 1
Ar skol vrasañ e Breizh eo Skol Diwan Brest. 263 bugel en distro-skol 2017 !
Div lodenn zo d'ar skol, unan e Kerango, e kornôg Brest, hag unan all er reter, e Sant-Mark, e Gwelmeur. Skolioù karter int kentoc'h ha n'eus nemet ul lodenn eus ar vugale a zeu eus ar c'humunioù tro-dro da Vrest. Ur gwir skipailh kelennerien zo e pep lodenn, ar pezh a ro nerzh dezho evit kas ar raktresoù da benn. An div skol n'int ket pell diouzh kreiz-kêr, hag hini Kerango zo tost d'ar Gapusined lec'h m'emañ ar fungarr brudet hag ar vediaoueg nevez. Eno e vez lennadennoù e brezhoneg gant implijidi ar vediaoueg. Ur marc'had Nedeleg brudet a vez e Skol Kerango bep bloaz gant traoù graet o-unan gant bugale ar skol ha levrioù e brezhoneg.
Un dra ispisial e Brest : bep Gwener goude merenn e vez kinniget stalioù-labour gant tud ar vugale : arzoù-kaer, keginañ, sportoù hag all. Sonerezh a vez ivez gant Kevrenn Sant Mark bep meurzh da noz evit an holl vugale adalek ar CE1. Gant ti-kêr Brest e vez kinniget digoust d'ar skolioù Diwan evel d'ar skolioù all servijoù sevenadurel gant tud a ya da ziskouez tra pe dra, arzoù da skouer. E Kerango evel e Gwelmeur ez eus un dachenn liorzhañ ivez. Ha ne vank ket tud pa vez ezhomm ober un tamm kempenn pe un tamm adlivañ er skol. Diwan Brest zo anavezet mat ivez evit ar Randorade, un dro vale a ra berzh bep bloaz e miz Mae pe e miz Even.