Skol Diwan Kommanna
Ur skol war ar maez e Menez Are eo Skol Diwan Kommanna hag ar vugale a zeu eus un tammig e pep lec'h e Menez Are. Ken bras eo Skol Diwan Kommanna, gant war-dro 65 skoliad enni, ha skol bublik unyezhek ar gumun. Emañ ar skol bublik o vont da zilojañ hag ar skol Diwan a gemero he flas, e kreiz ar vourc'h a-benn ur bloaz bennak, en ur skol nevesaet.
Kalzik c'hoariva a vez graet gant ar skolidi e Kommanna. Ur raktres merañ diouzh ar gwellañ al lastez zo : digreskiñ, adaozañ, talvoudekaat anezho gant Kumuniezh kumunioù Bro Landivizio hag an embregerezh Cellaouate eus Montroulez. Atalieroù zo gouestlet da ziorren ar skolidi gant madelezh ha stabilded.
Tro Menez Are
Fromus eo gwelet pegen strollet eo an dud e Kommanna evit aozañ ur gouel ken bras ha Tro Menez Are. Petra 'vefe Breizh hep ar valeadenn-se bep bloaz ! Tregont vloaz e oa e miz Mae 2017. Fier eo ar vugale eus al labour a vez graet gant ar gerent ar familhoù , gant ar gelennerien hag e kemeront perzh ivez. Dont a ra ar re gozh ivez da sikour. Ur c'huzul skoazell zo e Skol Diwan Kommanna, met ken bras eo Tro Menez Are m'eo deut da vezañ ur gevredigezh all distag a labour evit rastellat arc'hant evit ar skol. Tregont dre gant eus budjed ar skol a zeu eus ar gouel-se.
www.tromenezare.bzh