Skol Diwan an Alre
86 krouadur a Bro An Alre a vez degemeret er skol. En pemp c’hlas lieslive eo skoliataet ar vugale. Abaoe un nebeut bloavezhioù eo bet kreñvaet ar brezhoneg e skol Diwan an Alre. Ur sell disheñvel zo evit ar bedagogiezh ivez. An hentenn Montessori zo bet degaset er skol. Divizet o deus ar gelennerien bezañ stummet evit gellet implijout an hentenn-se. E penn kentañ e veze implijet an hentenn er skol-vamm nemetken. Bremañ e vez implijet elfennoù diwar Montessori met ivez diwar Freinet er c'hentañ derez lec'h ma vez pouezet war emrenerezh ar vugale. Doujet e vez muioc'h da bersonelezh pep bugel ha kemeret e vez ivez kalz amzer evit kaozeal gant tud ar vugale a c'hell lavaret o soñj ivez. Ar saozneg a vez degaset ivez d'ar vugale a c'houde ma'z int bihan.
Gant ar c'huzul skoazell e vez aozet ur sonadeg bep bloaz pe bep eil bloaz. Div wezh ar bloaz e vez foar al laou, hag un dra n'eus ket lec'h all eo ar familhoù a werzh dilhad dirak ar skol, ar pezh a laka ar skol ivez da vezañ gwelet gant tud ar gumun. Fier eo skol Diwan an Alre da gaout Kevrenn Alre da vaeronez. Dont a ra da seniñ evito bewech ma vez ar Redadeg. An diwallerezh hag ar c'hantin a vez graet war-dro gant an ti-kêr ha feurmet e vez savadurioù ar skol d'an ti-kêr.