Skol Diwan Pondi
a-hed ar Blavezh
Brasaet ha nevesaet eo bet nevez zo skol Diwan Pondi, gant div sal glas nevez, ur sal evit ar gelennerien, ur sal evit tud ar GDP hag ar c'huzul skoazell. Hag evit ar wezh kentañ e vo ur sal embregerezh-korf ! Salioù c'hoariaoueg kêr Pondi zo bet kemeret ha kempennet gant ar skol. Pezh a ra anezhi ur skol bras a-walc'h ha brav, a-hed ar ganol, e kreiz-kêr Pondi ouzhpenn. E skol Diwan Pondi e komz razh an dud er skipailh brezhoneg mod Gwened, ar gelennerien hag an div skoazellerez-vamm gopret gant kevratoù didermen.
Troet eo ar skol war ar c'han hag ar c'hoariva. Kalzik eskemmoù a vez ivez etre bugale pep klas. Gant ar re vras e vez sikouret ar re vihan evit pep tra, hag evit brudañ ar brezhoneg !
Mont a ra ar vugale e brezhoneg en un doare aes e pep degouezh. A-hed kanol Brest-Naoned emañ ar skol, ar stêr Blavezh an hini eo. Ar re vras a ya a-wezhioù war varc'h-houarn a-hed ar ganol ha labouret e vez kalz war ar an natur tro-dro d'ar stêr. Ur raktres kantinenn bio ha lec'hel a vez àr ar stern gant ar skol.