Darempred

Distro-skol_1_P1050236

Distro-skol 2024-2025

03/09/2024

Setu an distro-skol ! Dizoloet o deus ar 6idi o skolaj nevez hag ar c'houskva d'ar Lun 2 a viz GWengolo. Degemeret eo bet ar familhoù gant ar rener ha kinniget eo bet dezho skipailh ar skolaj. Ar penngasour en deus displeget dezho mont en-dro ar c'houskva. Goude bout lakaet er c'hlasad mat eo bet graet tro ar savadur gant ar 6idi, o familh, ar penngelennerion ha kelennerion 'zo. Staliet o deus o dafar gant sikour ar gasourion. Kroget eo bet ar c'hentelioù an enderv.

D'ar Lun 2 a viz GWengolo e oa ivez distro ar re 1añ ha termen. Degemeret int bet an enderv gant ar skipailh. Aozet o deus asambl enderviad ha noziad degemer ar re 2vet a vo d'ar Meurzh.

D'ar Meurzh 3 a viz GWengolo int distroet ar re 5vet, 4vet, 3vet hag 2vet er skolaj-lise. Staliet o deus o dafar er c'houskva war-lec'h ar bannac'h degemer ha tro ar savadur. Goude-merenn e vo kentelioù gant ar skolajidi. Ar re 2vet a gemero perzh e enderviad ha noziad degemer aozet gant ar liseidi all gant sikour ar gasourion.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ