Darempred

Skolaj-lise_422353441_892356779563060_5424823194998020485_n

Skolajidi en o bleud

Ur c’helenner a lavar e soñj

18/09/2019

Lire cet article en français

Da 32 vloaz, Sylvain Deron a zo rener Skolaj Gwened, yaouank ha mennet da vat. Ur skoliad kozh Diwan eo hag aet da gelenner war ar skiantoù ar vuhez hag an douar. Merzet en deus eo ar re yaouank un tamm mat eürusoc’h pa vestroniont meur a yezh.

Perak eo pouezus kenderc’hel gant ar brezhoneg en eil derez ?

E fin ar c’hentañ derez eo ar vugale gouest da gomz brezhoneg. Erru en eil derez e c’hellint lakaat e pleustr o anaoudegezhioù hag implij ar brezhoneg en danvezioù a vez kelennet nemet adalek ar skolaj. Uhelaat a raint o live e brezhoneg ivez evit gellout implij ar brezhoneg war ar pemdez ha war o micher en dazont marteze. Ouzhpenn da-se, int emren un tammig muioc’h ha muioc’h en o aes gant ar re all : an darn vrasañ eus ar skolajidi a zo diabarzhidi, krouiñ a reont liammoù kreñv etrezo. Ur spered a-stroll zo ganto ha nebeud kudennoù diforc'hidigezh pe goaperezh hon eus peogwir int doujus etrezo.

Daoust hag e c’hell an divyezhegezh sikour ar vugale da vezañ muioc’h en o bleud pa gomzont dirak an dud ?

Ya, a dra sur. D’am soñj, estreget an divyezhegezh eo gant un aozadur hollek e teuomp a-benn : pa gomz ar skolidi meur a yezh int muioc’h en o bleud dre vras. Goude pep troiad en diavaez eus ar skol omp trugarekaet gant tud eus an diavaez peogwir e kavont ar skolajidi dedennet gant ar pezh a vez kinniget dezho, doujus ha digor war ar bed.

Penaos reiñ c’hoant d’ar grennarded komz brezhoneg bemdez ?

En em c’houlenn a reomp an dra-se bemdez…. Aesoc’h eo gant ar 6vet hag ar 5vet peogwir emañ ganto c’hoazh ur spered skol ha prest int da gemer perzh e raktresoù ar c’hlas. Diaesoc’h eo war-lerc’h gant ar 4re hag an 3de peogwir e krogont da gaout ur spered a enebiezh dirak an dud gour ha klask a reont en em zizober eus an aotrouniezh. Yezh ar skol  hag ar c’hentelioù eo ar brezhoneg evito. Neuze ne vint ket kastizet met klasket vo sevel un endro a zere evit broudañ anezho da implij ar yezh : komz ganto bemdez eus sujedoù-all er maez eus ar c’hentelioù, klinkañ ar skolaj e brezhoneg (skritelloù ha panelloù, …). Lakaet ‘vo anezho d’ober labourioù pleustrek e brezhoneg. Da skouer, ar bloavezh tremenet e oa deuet ar c’haner Krismenn d’ar skolaj evit labourat war ur raktres sonerezh. Efedus-tre e oa bet evit en em rentañ kont e c’heller implijout ivez ar yezh en diavaez eus ar skol ha krouiñ raktresoù a bep seurt.

Gerioù-alc'hwez stag : eil derez    skolidi gozh    testeni   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ