Skol Diwan Banaleg
Fiñvet e vez kalz e Skol Diwan Banaleg ! Ur skol eürus tost d'an natur. Ar gelennerien a labour asambles ha laouen int, p'o doa bet ur pevare post kelenner e 2016. Goude merenn e vez eskemmet klasoù gant ar gelennerien alies. Lakaet e vez da dalvezout barregezhioù pep kelenner : sportoù, arzoù, yezhoù, kan, dañs, gouren hag all. Neuze en em gav pep kelenner goude kreisteiz gant meur a live asambles gantañ. Plijadur zo ! Kalzik sport a vez graet war an aod ivez, kaiak ha surf da skouer. Ur skol bras a-walc'h eo skol Diwan Banaleg, gant ouzhpenn pevar-ugent skoliad. Deut eo mat ar skol gant an ti-kêr hag an holl vugale a ya da gantin ar gumun. E 1987 e oa bet plantet ur wezenn gant ar skol e kreiz-kêr Banaleg e-kichen an iliz. Deut eo brav ar wezenn hag emañ he gwrizioù e bered kozh Banaleg ! Pebezh arouez, evit ar brezhoneg a ra e hent en-dro a-drugarez da Ziwan pa oa tonket da vervel. Kalz abadennoù aozet gant kuzul skoazell Diwan Banaleg a vez graet asambles gant skol Diwan Tregon evel ar pred pesked e Trevignon e-pad an hañv, un digarez da zisplegañ d'an douristed ha da dud ar vro petra eo Diwan. A-hend-all eo mil vrudet fest-noz Pilhoù ar skol, eil dibenn-sizhun miz Meurzh, hep kontañ ur foar al laou, ha gwerzh ar c'hrampouezh evel-just !