Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan kemper > Skol Diwan Plogastell Sant Jermen
skol-plogastell-sant-jermen_skol_plogastell_sant_jermen

Skol Diwan Plogastell Sant Jermen

Digoret eo bet ar skol Diwan e Plogastell Sant Jermen e 2010. Kreskiñ a ra a vloaz da vloaz. D’an distro 2020 eo bet digoret un trede klas. Ur chañs eo evit bugale ar gumun hag an tro-war-droioù : gallout a reont deskiñ dre soubidigezh e brezhoneg.

Hiziv e vez degemeret war-dro 50 bugel eus strollad ar re Vihan betek ar CM2. 3 skolaer.ez a ra war o zro ha 3 ASEM. Gallout a ra ar vugale bezañ enskrivet er skol-vamm a-hed ar bloavezh-skol adalek o daou vloaz ha pa vezont emren, brezhoneg ganto pe get.

E kreiz-kêr Plogastell Sant Jerman emañ ar skol ha kemer a ra perzh e lusk ar gumun hag an tro-war-droioù a-drugarez da oberezhioù liesseurt ha kenlabour (ermaeziadennoù en ti-feurm, mediaoueg, sport e sal liesimplij ar gumun, mont da welet tud ti ar re gozh, …) hag ivez a-drugarez da guzul skoazell ar skol : ar C’huzul (kemer perzh e festoù-noz, saloñs al levrioù, Foar al Laou, pred « da gas er gêr », dastum kazetennoù…).

Pouezhus eo plas tud ar vugale ivez e-barzh buhez hag aozadur ar skol. Gallout a reont sikour an AEP a youl vat (ar gevredigezh a ver lodenn velestradurezh ar skol) pe ar c’huzul. Pep hini en deus barregezhioù ha youl evit kas mennozhioù nevez hag ul lusk d’ar skol.

Dizoloit ar skol gant ar video-mañ :

https://www.youtube.com/watch?v=ePvEFzCSDMk

pe en un doare berroc’h gant an teaser-mañ :

https://www.youtube.com/watch?v=wK0ywRji2tY

Facebook / YouTube : Diwan Plogastell

Gerioù-alc'hwez stag : Plogastell-Sant-Jermen   

Skignañ ar pennad-mañ